Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/213

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
19 Meurs.
Sant Joseph.

tàn ar c’hraç diveza-ze evit fin hor buez : prononçomp alies, hac ispicial var hor maro, an tri Hano caër a Jesus, Mary ha Joseph.



An uguentvet devez a viz Meurs.


SANT ZACHARII, PAP.


————


Anastas, pehini en deus scrivet Buez Sant Zacharii, a ra deomp santimanchou bras hac huel eus a santelez ar Pap-mâ. Ar Pap Zacharii, emezan, a oa an humpla hac an douça den eus ar bed ; rust ez-oa evintâ e-unan, mæs indulgeant ha damantus e quêcer ar re-all. Un inclination gaêr en devoa da renta servich d’an oll ; e garantez a oa dreist musul ; quen truezus e oa, ma vise lavaret n’en devoa ur galon nemet evit santout miseriou e nessa. Beza en devoa ur furnez dreist ar gommun. Dre ur veuleudi quer caër eo e coumanç an Autor-se an Histor eus a vuez ar Sant-mâ.

Zacharii, guinidic eus ar Greeç, o veza deut en Italy, a yoa quen istimet ha quen admiret e Rom, abalamour d’e squiant ha d’e vertuz dreist-ordinal, ma voe choaset evit gouarn an ilis, goude maro ar Pap Gregor trede.

Evel an Italy a oa affliget ha troublet gant ar bobl a Lombardii, ar Pap santel-mâ a labouras cals evit digaç ar peoc’h. Coumanç a reas dre apæsi ar goler a Zoue, dre ar binigen ha dre an Oræsoun ; mont a eureu e-unan da gaout Roue al Lombardet ; coms a reas ountâ en ur fæçoun quen admirabl ma en angageas da aichui ar bresel. Ar prinç-se, ravisset o velet an douçder hac ar santelez eus ar Pap, quen en e gomsou, quen en e oll gomportamant, a accordas dezàn quement a c’houlennas, hac a reas un accord a beoc’h quen avantaichus d’an ilis evel ma aller desirout.

Quentre m’en devoa ar Sant proculet ar poec’h