Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Meurs.
207
Sant Zacharii.

d’an Ilaly, e lequeas e oll studi da refurmi an disurzou a zigas ordinal ar brezel. Goude beza græt rên an devotion er guær a Rom, rentet ar Religion florissant en Italy, ha græt santout an effejou eus e sourci pastoral bete er broïou eus ar sav-Heaul hac eus ar c’huz-Heaul, e labouras da retablissa an ilisou a oa bet distruget. Biscoas Pap ne labouras gant muy a application evit interest an ilis, na gant muy a issu mad, beilla a ree var pep-tra.

Roue al Lombardet pehini en devoa graet ar peoc’h gant an Italy, o veza deut da vervel, Rachis, Prinç eus ar Rouantelez-ze, a dorras an accord hac a lequeas e Arme tro-var-dro d’ar Guær a Berouz evit e c’hemeret. Ar Bap, bepret leun a garantez evit e bobl, ne zaleas quet da vont da gaout ar Prinç Rachis, hac e comsas ountâ gant quement a nerz ma en obligeas d’en em denna gant e Arme : e gomsou a reas memes quement a impression var speret ar Prinç-ze ma renonças d’ar bed, ha ma en em retiras e Gouent Menez-Cassin evit songeal en e silvidiguez hebquen.

Erfin, ar Pap santel leun a vilidou a varvas evel ma varv ar Sænt, er bloaz 752.

REFLEXION.

Ar Pap Zacharii dre e zouçder admirabl a zeue a benn eus a guement a antreprene. Gant neubeut a gomsou en deus disarmet meur a Brinç, echuet meur a Vresel, proculet ar peoc’h e peb-lec’h, ha lequeet pep-tra en urz. Comsou ar Sænt o deus ur gallout bras. Evel ma comsont atau ha ma reont pep-tra gant douçder, gant furnez ha gant carantez, o avis a ve bepret recevet mad, senti a rêr out-o, ober a rêr quement a leveront, hac e tivoaller da zispligeout dezo. Peguer buan e ve refurmet ar goal guisiou, e ve corriget ar viçou, e ve lequeet var an hent mad ar re a ve fazyet var-nezâ ; peguer buan e ve cenchet goal inclinationou ar vugale ma ve an oll dadou ha mamou hac an oll mistri douç, prudant ha carantezus !