Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
21 Meurs.
Sant Beneat.


An unan-var-nuguent devez a viz Meurs.


SANT BENEAT, ABAD.


————


Ar servicher bras-mâ da Zoue a oa guinidic eus an Italy. En ur ober e study e Rom en devoa un devotion tener meurbet evit Mam Doue ; ha miret a rêr c’hoas eno Imaich an Itron Varia dirac pehini e tremene bemdez cals a amser en Oræsoun. O velet al liberte re vras a guemere hiniennou eus e gompaignunet a studi, e pellaas diouto, hac e quemeras ar resolution da glasq er solitud ur plaç assur evit conservi e innocanç.

D’an oad a bemzec vloaz e sortias eus a Rom hac en em dennas en deserz. Caout a reas ur Religius pehini a c’houlennas digantàn petra e glasque dre eno. Clasq a ràn, emezan, ur plaç e pehini e alfen mervel d’ar bed ha din-va-unan, evit beva da Zoue hebquen. Ar Religius, ravisset o velet e intention vad, a zisquezas dezàn ur plaç en ur garrec creus, hac en devoe ar vadelez da gaç dezâ, bep sizun, epad tri bloaz, un neubeut bara evit beva.

Beneat a braticas eno ur binigen dreist-ordinal : Oræsoun a oa casi continuel, hac e tougue ur Ciliç rust pehini ne guitaas quet bete ar maro. An drouc-speret a aesseas inutilamant ober dezàn coll cournich ha quitaat an deserz ; e dempti a eureu en ur fæçoun quer cruel, dre songesonou horrubl hac impur, ma teuas evit chasseal dioutàn an temptationou-ze, d’en em ruilla etouez an drez hac ar spern, quen na zeuas un anquen. pehini a voa estranch, da vouga ennàn pep santimant eus a bligeadur ar c’hic, dre behini ez-oa bet falveet d’an Temptator e drec’hi hac e goll. Doue evit recoumpansi e fidelite, a reas dezàn ar c’hraç na santas muy pelloc’h ar seurt temptationou-ze.

O veza en em tennet var Menez-Cassin, e cavas eno Payanet hac un Templ d’ar fals Doue Apollon.