Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Meurs.
209
Sant Beneat.

E ber amser e convertissas d’ar Feiz an oll bobl ; distrugea a reas an Templ profan, hac e reas batissa diou Ilis, unan en enor da Sant Yan-Badezour, hac hebên en enor Sant Martin. Var gorre ar Menez-ze e reas sevel ur Gouent pehini a so bet consideret a viscoas evel ar Gouent principal eus an Urz Santel en deus instituet, pehini en deus roet d’an Ilis ouspen tri mil Sant Canoniset.

Doue na c’hortoas quet ar maro eus e Servicher fidel evit disquez e Santelez dre gals a Viraclou. Un den maleürus o veza presantet dezâ ur banne da eva, e pehini en devoa lequeet ur poeson, ar Sant, en ur ober hervez e gustum sign ar Groas var ar banne dour, abars e eva, a velas ar veren o terri en instant.

Ar Roue Totila, o veza clevet coms eus an Abad santel-mâ, evel eus a ur Brofet, a c’hoanteas emprou hac ê voa guir quement a gleve anezâ. Ober a reas da unan eus e dud quemer e habit hac e oll mercou a Roue, ha mont evelse da gaout an Abad. Quentre m’er guelas ar Sant e lavaras dezàn : quitaït, va mab, ar guiscamant-ze pehini ne dere quet ouzoc’h. Totila, oc’h en em gaout soueset bras, en em daulas da dreit ar Sant pehini a brofitas eus a zisposition ar prinç-se evit rebeich dezâ an distruch horrubl a ree en Italy, discleria a reas dezàn quement a dlie c’hoarveout gantâ epad nao bloaz ; hac, o veza e exhortet d’en em gonvertissa, en assuras e varf-se da benn an nao bloaz.

Sant Beneat n’en devoa quet, recevet evintâ e-unan hebquen an donæsoun a Viraclou, mæs e gommunica a ree c’hoas d’e Religiuset. Ur Religius, hanvet Placiid, o veza couezet en dour hac en danger da veuzi, an Abad santel a ordrenas da ur Religius yaouanc monet d’e savetei ; ar Religius-mâ a guerzas var an dour hac a zilivras Placiid.

Erfin, er bloaz 543 ar Patriarch santel-mâ, oaget a dri bloaz ha dri-uguent, goude beza graet digueri e vez, c’huec’h devez abars ma varvas, a rentas gant ur peoc’h bras e Ene da Zoue en Ilis e pehini en devoa græt e zouguen evit Sacramanti.