Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
21 Meurs.
Sant Beneat.


Maximou spirituel Sant Beneat

1. Grit an oll vad a allot, ha credit bepret n’hoc’h eus græt netra.

2. Evit beza parfet, ho pezet ur galon humbl, ha carit Doue hac o nessa dre ur garantez pur ha disinteresset.

3. Petra na refem-ni quet, ma sonchemp ervad er c’homsou divin-mâ : clasguit da guenta Rouantelez an Eê, hac e quefot pep-tra.

4. Seul vuy a reomp evit Doue, seul vuy a c’hraçou a recevomp digantâ.

5. An hini a oar pidi mad ne squiz morse o pidi.

6. An nep a sonch bemdez er maro n’en deus quet aoun da vervel ; hac an nep a sonch er Barados a gaf douç ar maro.

7. Ar guella moyen evit ober ervad e oll actionou eo songeal e vezer guelet gant Doue ê peb-lec’h.

REFLEXION.

Sant Beneat en e yaouanctis a guitaas e gonsortet, quentre ma velas e coumancent da guemeret re a liberte. Disquit dre e exempl da bellaat diouz ar goal gompaignunez. Ma comprenac’h mad peguen dangerus eo ar goal gompaignunezou, e tec’hac’h prontoc’h diout-o eguet na dec’hac’h arauc ur sarpant pe arauc an tan.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ n’en devoa quet quent græt sign ar Groas var ar pez a oa presantet dezàn da eva, hac e pehini emedo ur poeson, ma teuas ar veren da derri. Descomp dre quemen-mâ an avantaich a so da veniguen ar boed.

Pa en em lequeomp ous taul bezomp fidel da offri da Zoue ar repas a zeomp da guemeret : quemeromp-èn, non pas evit countanti or gourmandis, mæs evit gallout goudeze servicha Doue, en ur ober hon labour hervez hor c’hondition. Heuliomp an avis a ro deomp an Abostol Sant Paul : Pe c’hui a zebro, pe c’hui a evo, pe c’hui a raï un dra bennâc-all, grit-èn evit gloar Doue.

Trede Reflexion. Evit chasseal ar songesonou dishonest gant pere e voa importunet, en em ruillas var