Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
22 Meurs.
Santes Catell a Sueed.

amser, o pidi var beziou ar Verzerien, o visita ar beaurien hac o pratica an euvrou a garantez : ouspen-ze e yune bemdez hac e ree Oræsoun epad a bedir heur bep-deiz ; he antretien gant he vam santel a voa ordinal var Passion hor Salver ; ha, pa zeue da gontempli ar Myster bras-se, he c’halon a vige quen tenereet ma scuille ur mor a zaëlou.

Goude ar maro eus he mam , o veza distra da Sueed, en em lequeas en ur Gouent a Verc’het santel, pere o velet he humilite hac he fervor a reas quement ma teuzont d’e c’hontraign da guemeret ar garg a Superiores. Neuse e roas dezo Reglen Sant Salver, pehini e devoa pratiquet e Rom gant he mam ; ha Doue a roas ur Venediction aboundant d’an Urz nevez-se.

Erfin, o santout he nerz o timinui, e aznavezas e tostee he heur. Pemp bloaz var-nuguent a voa ma yee peurvuya bemdez da goes : e ober a reas c’hoas en he c’hlènvet diveza gant ur fervor nevez. Evel he c’hlènvet na bermete quet dezi receo ar Goumunion , e c’houlennas ar c’hraç ma vize digacet dirazi ar Sacramant adorabl ; ha, goude beza graet gant un devotion tenêr e presanç he Salver, actou a Feiz, a Esperanç, a Gontrition hac a garantez, e rentas dezàn he Ene, var dro at bloaz trizec cant ha pevar-uguent.

REFLEXION.

Santes Brigitta e deus græt ur Santes eus he merc’h. Ur Vam devot pehini a ra exempl vad hac instructionou santel d’he bugale a zeu peurvuya d’o renta hènvel out-y. Er c’hontrol indevotion ar bugale a so an heritaich a les dezo peurvuya o c’herent indevot.

Eil Reflexion. Pa zeuer da zimizy gant dispositionou santel en em gaver eürus er stad-se. Pebes countantamant, pebes peoc’h, pebes consolation n’e d’eus quet bet ar Santes-mâ gant ne fried !

Petra so caus ma veler quement a voall dimiziou, nemet dre ma zeus neubeud a zimiziou santel ? Ne deus nemet ar vertuziou eus ar priedou a ell renta an dimiziou eürus.

Trede Reflexion, Santes Catell a Sueed e deus cun-