Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Meurs.
215
Sant Victorien.

Coumandi a ra din d’e garet, dindan boan a zaounation eternel : e varados a bromet din, mar er c’haràn : roet en deus e vuez ha scuillet e goad dre garantez evidon, hac evit ma er c’harin ; hebien, va ene, mad-oberou quer bras, gourc’hemennou quer just, gourdrousou quen terrubl, promessaou quer caër na raïnt-y morse impression varnoude ? Pe seurt natur so en da galon, ma na gar quet un Doue quer bras ha quer santel, un Doue quer mad ba quen din da veza caret ? Ah ! va Doue, a lavare Sant Augustin, piou oc’h-hu, ha piou oun-me, ma coumandit din ho caret, ha ma em gourdrouset eus ar brassa miser, ma n’o charàn quet ? Hac èn so brassoc’h miser evidon eguet chom heb ho caret ? Pe me ho caro, pe n’ho carin quet, pebes avantaich na pe seurt coll eo evidoc’h ? Ha c’hui vezo eürussoc’h mar ho caran ? Ha c’hui vezo neubeutoc’h eürus ma n’ho caràn me quet ? O carantez eus va Doue, c’hui fell deoc’h ho carren, evit va renta eürus dre ar garantez am bezo evidoc’h. Ah, re diveat am eus ho caret, quenet bepret ancien na bepret nevez, re diveat am eus ho caret.



Ar pevare-var-nuguent a viz Meurs.


SANT LUBIN, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Poetie, a dremenas ar bloaveziou quenta eus e yaouanctis o tivoal an dènvet. E guerent, pere a oa paour a vadou ar bed, mæs tud devot hac honest bras, o devoe sourci d’e quelen e dougeanç Doue. An oboissanç hac ar respet en devoa bepret evit e dad hac e vam a dennas var-nezàn ar venedictionou special a bere er c’hargas an Autrou Doue epad e vuez.

Un devez en ur vont gant e zêvet, o veza rancontret ur Religius, e tisclerias dezâ ar c’hoant bras en devoa da zisqui len, hac er pedas da ober dezâ un A B C. Ar Religius en devoa joa o velet ar volontez vad en