Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/226

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Meurs.
219
Annonciation.


Ar pempet-var-nuguent a viz Meurs.


ANNONCIATION AR VERC’HES
GLORIUS VARI.


————


Myster an Incarnation pehini a voe accomplisset er moumet ma en devoe an Æl e zisoleriet hac annoncet d’ar Verc’hes Sacr, ha me devoe roet he c’honsantamant, a dle beza consideret evel ar princip eus hon oll Mysteriou, ac foundamant eus hon Religion, ar c’henta sourcen eus hon eürusdet, hac ar Myster dre excellanç,eus a vadelez ha carantez Doue en hon andret.

Ar moumet merquet a bep eternite evit reconciliation an dud gant Doue o veza digouezet, Doue a gassas an Æl Gabriel d’ar Guær a Nazaret da gaout ar Verc’hes Vari en amser ma edo en Oræsoun en he zi, evit disclêria dezi penaus en devoa-hi choaset evit douguen ar Frouez eus ar guir Vuez, evit beza Mam da Redemptor ar bed. An Æl, leun a respet evit an hini a gonsidere dijà evel e Rouanes, a lavaras dezi : Me ho salud leun a chraç, an Autrou Doue so gueneoc’h ; c’hui a so benniguet dreist an oll Graguez. Mari, cavet hoc’h eus graç dirac Doue ; heb bleça ho purete virginal, e concevot ur Mab : e lacaat a reot er bed, hac en hanvot Jesus ; bras e vezo e peb fæçoun ; ha dre ar Burzudou bras a raï, e vezo aznaeezet evit Mab d’an Oll-galloudec.

Endra ma parlante an Æl, ar Verc’hes Vari dre ur sclerigen surnatural a gomprenas ar Myster bras-mâ, ha leun a humilite, e lavaras : Cetu amâ Servicheres an Autrou-Doue ; pa en deus priget teul e zaoulagat varnon, peguen indin bennâc ez oun, ra vezo græt e volontez santel, ra vezo græt hervez ho comsou.