Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
25 Meurs.
Annonciation.

Neuse e tisparissas an Æl ; hac er moumet eürus-se, e voe accomplisset an oll Professyou pere a bromete ar Messias desiret gant an oll Nationou, esperanç ar bobl oll, evit Donediguez pehini quement a Batriarchet, a Brofedet hac a Rouanez o devoa huanadet gant quement a bres hac a ardor d’e velet. Er moument-se an hini pehini a so a bep eternite a zeuas da veza concevet en amser dre ar Vertuz, dre ur Miracl eus ar Speret-Santel. Er memes moument ar bura eus an oll Guerc’heset a zeuas da veza an Templ sacr eus ar Verb incarnet, ha Mam da Zoue.

Abalamour d’ar galite-ze a Vam Doue, e tleomp enori an Itron Varia dreist ar Sænt hac an Ælez : abalamour d’ar galite-ze e teu an Tadou Santel eus an Ilis da rei dezi an anoyou caër a Rouanes an Eê hac an Douar, a Vam a visericord, a Refuich ar bec’herien, a Alvocades evit-o dirac Doue. Cetu a-se ar satimanchou o deus bet ar Sænt oll eus a Vara Doue : cetu ar Feiz eus an Ilis a bep amser.

REFLEXION.

Consideromp an excellanç eus a Vari hac he vageste ; aznavezomp-y evit hor Rouanez ; choasomp-y evit hor Mam ; quemeromp-y evit hon Alvocades ; enoromp an hini a so bet enoret gant Doue ; saludomp an hini a so bet saludet gant un Æl. Adressomp alies dezi gant respet, gant fizianç, gant fervor ar memes comsou a lavaras dezi an Æl, pere a so comprenet en Ave Maria, pehini a so ur beden quen enorabl ha quen agreabl dezi.

Evit excita hon attantion hac bon devotion, pa leveromp ar beden gaër-mâ, greomp reflexion var ar c’homsou eus a bere ed composet.

Me ho salud, Mari. Ar guer a Vari a sinifi Rouanes ; saludomp-y eta gant ar respet dleet da Rouanes an Eê hac an douar, gant ar memes respet ma e saludas an Æl.

Leun a c’hraç. Concevomp ur joa bras dre ma ze leun a c’hraç, ha pedomp-y da obteni ive evidomp an oll graçou a bere hon eus ezomp.