Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Meurs.
223
Sant Ludger.

Doue ha sanctification e oll bopl. En deiz diveza eus e vuez, goude beza græt ur sarmon en Ilis a lavaret adieu d’an assistantet, en devoe ar gouraich da vont da un Ilis-all diou leo ac’hano, e pehini e celebras an Oferenn, hac e reas c’hoas ur sarmon, o sacrifia evelse da Zoue ar pez a chome gantàn a vouez hac a nerz. Goudeze e tisclerias d’ar re a voa en e gompaignunez penaus e tlie mervel en nos quenta ; hac o veza recoumandet dezo enterri e gorf er Vered, ne songeas muy nemet da ober da Zoue ar sacrifiç eus e vuez. Leun a Feiz, leun a fizianç, hac ha garantez e rentas e Ene d’e Grouer un neubeut goude hanternos. E varo precius a erruas var dro ar bloas 809. E Gorf a voe lequeet er Vered, evel m’en devoa goulennet ; an enterramant a voe græt gant ur solennite vras, ha Doue a enoras e vez a gals a Viraclou.

REFLEXION.

Sant Ludger, en amser ma lavare e bedennou, o veza bet galvet da vont da gaout an Ampalaer, a respontas e parlante ous ur Mæstr brassoc’h evit an Ampalaer, hac a gontinuas ar pez en devoa coumancet. Petra lavaro goudeze ar re a zen da zilesel pe da ziscontinui o fedennou evit an distera tra ?

Ma sonchemp, pa leveromp hor pedennou, er Vajeste vras, a Zoue ous pehini e parlantomp, gant pe seurt respet gant pebes attention ne zenfem-ni quet d’o ober ? ha pefera ve capabl d’hon distrei diout-o ?

Eil Reflexion. An Escop santel-mâ a c’houlennas dre humilite beza, enterret er Vered. Ar re er goulen eveldàn a zisquez ez int humbl ; mæs ar re a fell dezo beza enterret en Ilis, en despet d’an ordrenancou eus an Ilis memes, a zisquez ez int superb. A betra e vezint-ii guell eta evit lacaat o c’horf en Ilis, mar deuont da zispligeout da Zoue dre o superbite ? Songeomp bepret en-hor buez, hac en hor maro, da bligeout da Zoue ha da dostaat ountâ dre hon humitite, ha na sourciomp quet pelec’h e zaï hor c’horf da vreina.