r Sant-mâ, quer brudet en e amser dre e vertuziou,
a oa guinidic eus an Thebaïd. Ar baourentez
eus e guerent en obligeas da zisqui ar vicher eus a
Galvez ; mæs Doue, pehini en devoe èn destinet evit
ober anezàn un exempl a berfection d’an oll Hermitet,
en inspiras d’en em denna en Deserz evit labourad
d’e silvidiguez er pratiq eus ar binigen. D’an oad a
bemp bloaz var-nuguent, goude beza quemeret conge
digant e Vestr, ez eas d’en em lacaat dindan direction
un Hermit ancien, pehini, o caout ennàn cals a humilite
gant un oboissanç parfet, a reas dezàn e ber
amser avanç meurbet er vertuziou.
Goude ar maro eus e zirector en em retiras var ur menez huel, diou leo dious Licopl. Sevel a reas e Hermitaich en ur garrec creus, hac e vevas eno bete an oad a zec vloas ha pevar-uguent, qnent ec’his un Æl eguet ec’his un den. Miret a ree ur silanç perpetuel : ar pez ne vire quet cousgoude na roe avisou mad d’ar re a zeue d’e gonsulti var afferiou o c’houstianç pe o silvidiguez ; ober a ree memes dezo un diguemer-mad ha gracius bepret : mæs biscoas ne bermetas da vreg ebet tostaat ous e Hermitaich.
Un devez e tigouezas en e solitud seiz Religius eus a Jerusalem. Ne vanquas quet d’o receo gant cals a garantez : o derc’hel a reas gantàn tri devez, hac e cavas ar voyen da ober fournissa dezo o oll ezomou : goulen a eureu diganto petra en devoa græt dezo antrepren ur veaich quen hir. Ar Religiuset o veza respontet e teuent evit guelet o-unan gant o daoulagat propr ar pez o devoa clevet eus a quen alies a Hermit santel a oa er c’harter-ze, e lavaras dezo : soueset oun, va breudeur, e vec’h deut quer pell evit guelet ar pez a illit caout en ho ty ; rac petra velot hu oc’h hor