Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
30 Meurs.
Sant Yan Climaaq.


Coumancit ur veich d’en em rei d’an exerciç eus an Oræsoun, ha, gant graç Doue, dre ar sclerigen a raï deoc’h, e viot souden capabl da vedita var an oll Mysteriou ha var pep seurt vertuziou. Ouspen ar profit a dennot eus an exerciç santel-mâ, e quefot ennàn cals a gonsolation : Tanvaït ha guelit peguer caër ha peguen douç eo en em antreteni calon-ous-calon gant Doue.



An unan-ha-tregont a viz Meurs.


BUEZ AN DEN EURUS AMEDEE,
DUC EUS A SAVOA.


————


Amedee a oa mab da Loïs eil eus an hano, ha da Anna merc’h d’ar Roue eus a Chypr. E Vam vertuzus a inspiras dezàn abred un horrol bras ous quement a elle displigeout da Zoue, oc’h e instrui hervez reglennou an Aviel ; hac ar Prinç yaouanc a gonservas e innoçanç en ur dostaat alies ous ar Sacramanchou. Passion hor Salver a ree ar sujet ordinal eus e Veditationou, hac e galon a vize quen touichet ha quen tenereet epad e Oræsoun na elle quet miret na vize remerquet alies an daëlou o coueza dious e zaoulagat.

O veza bet demezet da Verc’h ar Roue a Franç, e lequeas un urz admirabl en e Bales. Biscoas Prinç ne voe caret muy, na nicun ne vilitas muyoc’h carantez e bobl. E vadelez hac e fæçoun bepret gracius a ree dezàn gounit calonou an oll, mæz e zevotion e rente c’hoas respetaploc’h.

Goude e bedennou dious ar mintin e assiste en Oferenn gant ur respet ha gant un devotion quen edifiant, ma lavarzer penaus ez oa aoualc’h guelet an Duc en Oferenn, evit caout devotion. Antren a ree goudese en e Gonsail, e pelec’h afferiou ar beaurien