Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/243

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
31 Meurs.
Sant Amedee.

varas Oferenn an Itron Varia, hac Escop Verceil hini gr Speret-Santel.

Doue a zisclerias e Santeles souden goude e varo, Dre un nombr bras a Viraclou. Escop Verceil a raport c’huezec Miracl ha c’huec’h-uguent, bras meurbet, hac ispicial e faver ar re a goueze e Drouc Sant Yan. Ar Pap Innocant, unecvet eus an hano-ze, en deus roet ar bermission da ober an Offiç en enor d’ar Prinç eürus-mâ, e stadou Savoa.

REFLEXION.

Cals a dud a glasq beza istimet, enoret ha distinguet etouez ar re-all ; alies memes e reont cals a zispign evit quemense ; prena quêr a reont un neubeut poultr a daulont e daoulagad an dud, ha peurvuya ne rêr nemet goab anezo goudeze. An Duc eürus Amedee a so bet respetet hac istimet meurbet gant e oll bobl epad e vuez, ha muy c’hoas goude e varo. Da betra e oa dleour eus an istim hac eus ar respet universel-se ? D’e vuez innoçant, d’e garantez evit ar beaurien, ha d’e zevotion. Peur e teui an exemplou-mâ da ober impression va hor c’halonou ?



Ar c’henta devez a viz Ebreul.


SANT HUUG, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ a oa guinidic eus an Daufine. E dad, hanvet Odilon, Digentil devot meurbet, goude beza roet mercou eus e gouraich e servich ar Roue, en em retiras en ur Gouent, d’an oad a zaouzec vloas ha tri-uguent, evit aichui eno e vuez. Er Gouent-se e vevas c’hoas trivec’h vloaz er pratiq eus ar brassa pinigen, hac e varvas etre divrec’h e Vab Sant Huug, Escop en amser-se eus a Grenobl, digant pehini en devoa ive recevet an diveza sacramanchou.

E Vam vertuzus a braticas en he zy an oll ver-