Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Meurs.
237
Sant Huug.

tuziou e devize pratiquet en ur Gouent : rei a ree d’an Oræsoun ha d’an euvrou-mad an oll amser a chomme gant-y goude beza lequeet urz en he zieguez. He modesti, he devotion hac he alusennou bras e rentas souden an exempl hac ar squer eus ar graguez cristen. O veza couezet clan, e desiras guelet he Mab. Dont a eureu, hac e assista a reas var he maro. An Escop santel-mâ en devoe ar gonsolation de velet o vervel, ec’his ur santes, ur Vam pehini e devoa e quelennet gant quement a sourci, e dougeanç Doue, ha pehini e devoa roet dezâ quellies a exempl vad.

Sant Huug, goude beza tremenet he yaouanctis en ur burete angeliq, a voe græt Chaloni eus ar Guær a Valance. E vuez exemplus hac edifiant er stad-se a reas da habitantet Grenobl er goulen evit o Escop, digant al Legat eus ar Pap Gregor seizvet. Al Legat en accordas dezo gant seul vuy a joa ma aznaye guell evit nicun e vertuziou excellant ; mæs ne voe quet quer facil resolvi ar Sant da accepti ar garg-se. E humilile a reas dezàn mont souden da gaout al Legat ha d’e bidi gant cals a zaëlou d’en dispansi a guemense ; mæs al Legat en em servichas eus e oll autorite evit e obligea da accepti ar Garg.

Pa entreas en e Ilis, e galon a voe mantret o velet ar stad truezus e pehini e cavas e Escopti. An usurerez ha peb seurt dissolution a oa commun etouez ar bopl. Ar Pastor santel a reas e oll bossubl evit calmi ar goler a Zoue ; tremen a ree cals amser en deiz hac en nos o vouela var an disurz eus e bopl ; hac e quemere cals a boan da instrui ha da exhorti pep-unan, particulieramant ar re ignorant. Doue a chezlaouas e beden hac a roas un hevelep benediction d’e labour ma voe guelet heb dale ur cenchamant bras etouez an oll.

Ar Prelat vertuzus-mâ eo a roas da Sant Bruno ur plaç en e Escopti hanvet Chartreus, e pelec’h e savas ar c’henta Couent eus e Urz. Er Gouent-se e tremene an Escop santel an amser a chomme gantàn goude beza en em acquitet eus e labourou pastoral.