Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
1 Ebreul.
Sant Huug.

Queit ha ma vise eno, e veve ec’his ar Religiuset ; ober a ree ar memes mortificationou, ha n’en em zistingue en o zouez nemet dre e fervor dreist-ordinal. Pa vize en e dy e unan, e cundue casi ar memes vuez ; e yuniou a oa continuel, e zispign hac e veubl a oa dister, evit gallout rei gant muy a larguentez d’ar beaurien. Quer mortifiet ha quer reservet ez oa en e sellou, ma rapporter penaus epad hanter-cant vloaz ma voe Escop, ne sellas morse ous ur vreg en he fac ; labourad a ree da unani ar re a oa savet division etrezo, hac e ober a ree quer calonnec, ma en em daule eharz o zreit evit o angagei d’en em reconcilia ; en ur coess pec’herien bras, e scuille ur mor a zaëlou, o tisquez dezo dre eno ar pez a dlient da ober o-unan.

Doue, evit purifia muy-oc’h-muy e galon, a bermetas ma voe tourmantet epad daou-uguent vloaz gant temptationou rust hac humiliant, ous pere e resistas bepret gant ur gouraich ferm ha constant ; ouspen-ze e souffras un drouc penn casi continuel, epad ouspen tregont vloaz.

En e glènvet diveza en devoa bepret dirag e zaoulagat e Grucify hac Imaich ; ar Verc’hes Vari. Pa zeue da vorery, ne oa ret nemet prononç dirazàn an Hano santel a Jesus hac a Vari evit e zihuna.

Ne ancoueas quet ar beaurien er moument diveza-ze, hac o tesirout mervel, paouroc’h c’hoas evit-o, a ordrenas distribui dezo quement tra a oa chomet gantàn. Erfin, oaget a bevar-uguent vloaz, ha leun a vilidou, e rentas e ene da Zoue er bloaz 1132.

REFLEXION.

Tad Sant Huug hac e Vam o deus bet ar gonsolation gaër da veza bet assistet var o maro gant o mab, pehini a oa un Escop quer santel. Militet o devoa, ar gonsolation-ze dre an exempl vad ha dre an descadurez cristen o devoa roet dezâ en e yaouanctis. Ha c’hui a fell deoc’h receo consolation digant ho pugale ? Instruit-o mad, inspirit dezo abred