Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Ebreul.
239
Sant Huug.

dougeanç ha carantez Doue, ha certen o devezo dougeanç, respet ha carantez evidoc’h. Ur c’hrouadur desquet-mad, ur c’hrouadur fur a so gloar ha countantamant e dad hac e vam, evel ur mab goal desquet, ur mab mechant ha libertin a vezo abred pe diveat o disenor hac o brassa chagrin.



An eil devez a viz Ebreul.


SANT FRANCES, A BAUL.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus ar Guær a Baul e Calabr, en em retiras abred en Deserz e pelec’h e cunduas ur vuez angeliq.

Ar brud eus e Santelez a reas da gals a dud dont d’e bidi d’o receo en e Hermitaich, evit disqui gantàn ar guir hent eus ar silvidiguez. Ar Sant en em gavas obliget da sevel ur Gouent evit gallout o logea oll, hac a roas dezo ur Reglen admirabl evit o cundui d’an huela perfection. Evelse eo e commanças an Urs santel eus an Tadou Minimet, pere, ouspen ar mortificationou bras a braticont, en em oblich dre Veu da ober bepret abstinanç a guiq hac a læz. Humilite ar Fondator santel a reas dezàn hènvel e Religiuset Minimet, ar pez a sinifi ar re distera, pe ar re viana eus an oll.

Ar Roue a Franc Loys, unecvet eus an hano-ze, dalc’het dre ur c’hlènvet ous pehini ne gave remed ebet, o veza clevet coms eus e Santelez hac eus e Viraclou, a c’hoanteas e velet, hac a reas e bidi da zont d’e gaout. An Den santel a reas meur a Viracl epad e veaich evit dont e Franç ; mæs lavaret a elleur penaus-e humilite e creis an oll enoriou a voe græt dezàn, ne voa quet ar biana eus e Viraclou. Ul Legat eus ar Pap ne vize quet bet recevet gant muy a enor eguet ma oue diguemeret Frances a Baul