Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Ebreul.
243
Santes Mari Egyptianes.

ez oa un effet pur eus a visericord an Autrou-Doue. Neuse Sant Zosiim , oc’h en em brosterni e faç ous an douar, a lavaras : meulet ra vezo Doue pehini a scuill gant quement a larguentes an tènsoriou eus e visericord var ar re a c’hoanta o receo. Pedi a ran an Doue-mâ a vadelez da rei deoc’h e venediction, ha da aichui enoc’h an ouvraich a berfection en deus coumancet. Meulet ra viot da jamæs, ô va Doue, da veza græt din aznaout ar faveriou a accordit d’ar re o deus ho tougeanç. O peguer guir ê ne abandounit morse ar re a laca o fizianç enoc’h !

Ar Santes, goude beza e bedet da zont d’e Sacramanti d’ar yaou Amblit var bord Rivier Jourden e pelec’h e c’hafse, en em dennas prount en he deserz. Zosiim ne vancas quet da-zont d’an deiz m’en devoa prometet dezi ; hac ar Santes a erruas er memes amser en tu-all eus a Ster Jourden. Mæs ar Rivier a oa da dremen, ar Santes o veza græt Sign ar Groas, a guerzas var an dour, evel m’e devize greet var an douar.

Goude m’e devoa bet an eur da receo ar Goumunion, e c’houlennas ar c’hras digant Zosiim, guenta gueich ma teuze en deserz, da zont c’hoas d’e c’haout er plaç quenta m’en devoa-hi caet : eno, emezi, em c’hefot er stad ma pligeo, gant Doue. Da benn taust da ur bloaz e tistroas Sant Zosiim evit e guelet ; mæs e c’haout a reas maro, astennet var an douar, ha quer fresq evel pa vize nevez tremenet ; hac e cavas scrivet ar c’homsou-mâ : Tad Zosiim enterrit amâ dre garantez corf ar berc’heres Mari, pehihi a varvas da zez Guener ar Groas, antro-nos mn ho doa-hi Sacramantet. Zosiim a anterras ar C’horf santel gant cals a respet ; hac, o veza distro d’e Gouent, e crescas e bimgen.

Ar Santes-mâ a varvas var dro ar bloaz 425.

REFLEXION.

Ne d’ê na guir na sineer ho Conversion ma ne pellaït dious an occasionou eus ar pec’het. An nep ne guita quet an occasion eus ar pec’het, a gar ar