Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
3 Ebreul.
Santes Mari Egyptianes.

pec’het ; ha piou bennâc a gar an danger, en em gollo ennàn.

Peguer bras bennâc oa ar glac’har e devoa ar guir Benitantes-mâ, peguer parfet bennâc oa e c’hontrition, ne zaleas quet, goude he c’honversion, da renonç d’ar bed. En ur soctial eus an Ilis, e pelec’h e devoa recevet an absolven eus e fec’hejou, en em dennas en Deserz, evit pellaat dious an occasionou maleürus a gave er bed.

Netra ne d’ê couraichussoc’h eguet ur galon e guirionez convertisset.



Ar pevare devez a viz Ebreul.


SANT PLATON, ABAD.


————


Ar Sant-mâ a voe ganet e Constantinopl. Goude maro e dad hac e vam, e oue lequeet dindan gouarnamant ur Yontr, pehini a guemeras sourci bras d’en instrui ervad er studi hac er vertuz. Petra bennâc ma voa yaouanc, pinvidic hac eus ur famill distinguet, e quitaas pep-tra evit mont en ur Gouent, e pehini e heulias ur Reglen austerus meurbet. Pa c’houlennas beza recevet etouez ar Religiuset, an Tad Superior a fallas dezàn en disalya, en ur lavaret n’en devoa quet nerz avoalc’h, evit souten ur vuez quer rust ; mæs respont a eureu gant modesti : Ma ne doun quet capabl, va Zad, eus a draou bras, prest ha disposet oun da oboissa deoc’h e quement a ordrenot din : ur volontez vad am eus, ha lacaat a ràn va fizianç e graç Doue. Ur respont quer fur ha quer couraichus a reas e receo. Biscoas ne voe guelet ur Religius humploc’h evintâ, na fideloc’h da viret an oll Reglennou. An Oræsoun hac ar studi eus ar Scritur Sacr a ree e oll pligeadur ; ha destum a eureu en ul Lêvr an traou caëra comprenet e Scridou an Tadou Santet eus an Ilis.

Goude beza prezeguet e Constantinopl, ha græt enno ur mad infinit, e voe græt Abad eus a Gouent Saccüt. Ar Gouent-se e devoa ezom eus ur Superior