Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Ebreul.
245
Sant Platon.

santel evit e refurmi : ar Sant-mâ er greas. Assista a eureu ive en eil C’honcil general a Nicee, e pelec’h e roas mercou eus e squiant bras hac eus e zêl ardant evit an Ilis.

An Ampalaer o veza deut var boez un digare fall da zilezel e vreg evit quemeret un all ; an Den santel-mâ a represantas dezàn ar goal exempl a roe dre eno d’e bopl. Ar Prinç-se, dallet gant e inclination direglet, a reas e arreti hac e zerc’hel en ur prison. Petra bennâc ma souffre eno ur guir Verzerinti, e vige guelet bepret quer countant ec’his pa vize bet en e Gouent. Var-dro ur bloaz goude, ar Prinç maleürus-se o veza collet e Stadou hac e vuez, ar Sant a sortias eus e brison hac a zistroas de Abati.

Pa santas e tostee e heur diveza, e c’halvas an oll Religiuset ; ha goude beza roet dezo e venediction, e reas e zouguen var bord e vez. Quentre ma remercas ar plaç destinet evit e enterri, e lavaras : chetu ar plaç eus va repos bete fin ar bet. E union gant Doue a oue continuel betec ar moument diveza ; ha ne heanas da bidi, nemet pa heanas da veva. Mervel a eureu d’ar Sadorn araug ar Sûl Bleuniou eus ar bloaz 813, oaget a naontec vloaz ha tri-uguent.

Sant Theodor e Zisquibl hac e successor, pehini en deus scrivet Histor e Vuez, a zeu d’e aichui dre ar beden-mâ : Pasce mecum hunc gregem quem multo labore et sudore collegisti, etc. Va Zad santel, pliget gueneoc’h sellet ouzon dious an Eê, ha oa sicour da instrui ha da c’houarn santelamant ar vanden Religiuset pere o deus coustet quement deoc’h da assambli ha da instrui. Bellit varnezo, conservit-o, ha pliget gueneoc’h protegit quen ar re so avancet en hent eus ar berfection , quen ar re a so choas o cournanç : beza ez-int oll ho pugale, quercouls hac an hini hoc’h eus leset dezo evit Tad : bezit protector evidomp-oll dirag Doue, evit ma teuimp da viret gant fidelite e Lesen hac e C’hourc’hemermou, da imita au exemplou a vertuz hoc’h eus roet deomp en ho puez, ha da berseveri bet er fin er santelez a c’houlen ur stad e pehini oump angaget.