Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Ebreul.
247
Sant Vinçant Ferrier.

An Drouc-speret a reas e oll effort evit e drec’hi, pe da viana evit e squiza hac e zigouraichi dre ar brassa ha dangerussa temptationou ; mæs gounit a reas ar victor var e adversour dre an Oræsoun ha dre ar vortification. Ur Gourtizanes infam ha maleürus ; poulzet gant an Drouc-speret, o veza antreprenet d’o alya da bec’hi, e comsas out-hi e bet gomsou, mæs gant quement a nerz ma teuas-hi d’en en gonvertissa var an heur, ha da rapari epad ar rest eus he buez ar goall exempl e devoa roet.

E Oræsoun a oa casi continuel : en ur studia memes e ree Oræsoun, evit tenna graç Doue var e studi : dre-se ive e recoumand quement, en e Lêvr eus ar Vuez Spirituel, unissa bepred an Oræsoun gant ar studi. Ha c’hui a fell deoc’h, emezàn, studia gant frouez ? Grit ma teui an devotion da accompaigni bepred ho studi : consultit muy c’hoas ar Speret-Santel eguet al Lêvriou, ha ne heanit da c’houlen digant Doue ar c’hraç da entent ha da compren ar pez a tennit. Ar studi a so fatigus : deut da zisquiza a amser-da-amser er Gouliou Sacr eus a Jesus ; ur moument a repos en e c’halon sacr, a ro un nerz hac ur sclerigen nevez. Savit alies ho speret hac ho calon var-zu Doue ; na goumancit ha na aichuit morse ho studi nemet dre ar beden ; ar squiant a so un donæsoun a Zoue, ha non pas ar froues eus hor speret pe eus hon labour.

An den santel-mâ a gompose ive e Sarmoniou e treit ar Grucify, hac an oll a remerque scler penaus an nerz hac au onction en devoa na zeue quet eus ur sourcen-all.

O veza bet græt Missioner Apostoliq, e coumancas e Vissionou e Rouanteles Spaign. Ar C’honversionou burzudus a reas e Calaloign, e Murcii, e Castii, e Arragon hac en Asturii, a vilidas dezâ an Titr glorius a Abostol eus a Spaign. Goude-se e teuas e Franç, hac e reas ur mad infinit e Languedoc, e Provanç hac en Dauphine. Conta a rêr penaus e convertissas, e Rouantelez Spaign hebquen, pemp mil var-nuguent a Yusevien , hac ouspen eiz mil Sarasinet, heb parlant eus ar c’honversionou all pere na eller quet numbri.