Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
5 Ebreul.
Sant Vinçant Ferrier.


Ar guirionezou terrubl eus hon Religion, ar maro hac ar rigol eus ar Varn diveza a ree ar sujet ordinal eus e Sarmoniou. Prezeg a ree gant quement a nerz ma lequee ur spount bras en eneou caledet er pec’het, ha goudese e tene da c’hounit o c’halonou dre an douçder hac an onction eus e gomsou, ha dre ar fizianç, a inspire dezo e madelez an Autrou-Doue. Alies e vige obliget da devet e creiz e Sarmon, dre an daëlou hac ar c’hry a save etoues an dud, ha neuse e vesque e zaëlou gant re e Auditoret.

Goude e sarmon, en ur zisquen eus ar Gador, en em lequee er Goessional. En e oll veaichou e vire ar Reglennou eus e Urz ; epad daou-uguent vloaz e yunas bemdez, nemet da Sul, ha ne gousque nemet var un neubeut plous.

Ar Roue eus a Vro-Saus, o veza clevet coms eus ar burzudou a re Doue dre an Den santel-mâ, a scrivas dezan da zont en e Rouantelez, hac en recevas gant muy a enor evit n’en devize græt da ur Prinç Souveren. Ar Sant a brezegas eno, hac a reas quement a vurzudou evel m’en devoa græt e lec’h all.

O veza distroet e Franç, an duc a Vreiz er pedas da zont da rei ar Mission en e Stadou. Ar Sant a labouras gant quement a frouez e Breiz hac e Normandi ma voe guelet souden ur cenchamant caër, quen etouez an dud a Ilis, quen etouez an Noblanç hac ar bopl.

Erfin ar Sant bras-mâ, uset dre guement a labourou hac a vortificationou ha pehini abaoue pell amser ne veve casi nemet dre Viracl, a gouezas clàn er Guær a Vened, e pelec’h e aichuas ar sacrifiç eus e vuez, er bloaz 1419, e tro an oad a zec vloaz ha tri-uguent.

Conta a rêr bete eiz cant Miracl ha tri-uguent græt gantâ en e vuez, heb comz eus ar re en deus græt goude e varo, eus a bere an nombr a gresq bepred.

REFLEXION.

An drouc-speret ne hean d’hon attaqui a-hed hor buez dre bep seurt temptationou ; mæs demptatio-