Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Ebreul.
249
Sant Vinçant Ferrier.

nou eo ar re a-enep ar burete. E oll effort a ra evit ober deomp coll ar vertuz angeliq-se, dre ma oar penaus ar faveriou special eus an Eê a so evit an eneou pur ha chast. Mæs, va breur ha va c’hoar guez, quemerit couraich, dalc’hit ferm, liquit ho fizianç e Doue, ha bezit certen penaus an oll demptationou-ze, pugueit bennâc ma padent, ha peguen horrubl bennâc e vent, pell dious ho renta coupabl na disagriabl da Zoue, ne raïnt nemet ho renta puroc’h hac agreaploc’h d’e Vajeste divin.



Ar c’huec’hvet devez a viz Ebreul.


SANT AYBER, HERMIT.


————


Sant Ayber a oa mab da ur soudard eus a Flandres pehini en lequeas da zisqui lenn gant ur Mæstr mad. Ar c’hrouadur a zescas e ber amser, hac e vrassa pligeadur oa lenn Levriou devot eus a bere e profite meurbet. Alies e save en nos evit pidi Doue e treit e vele, mæs o veza bet surprenet ur veich er stad-se, en em denne goudese secretamant e craou al loenet evit ober e Oræsoun.

Ar Pautric yaouanc-mâ, o veza clevet coms eus a Gonversion hac eus a binigen un Hermit pehini a oa maro nevez a oa evel ur Sant, en em santas quen touichet, ma quemeras ar resolution da guitât ar bed evit ober pinigen. En em lacaat a eureu dindan direction un Hermit santel, hac e imita a reas en e yuniou, en e veillou hac en e binigennou. Chom a reent alies eiz dez heb guelet tam bara, ne reent morse tân, hac o bevanç ordinal a oa griziou criz ; an darn-vuya eus an deiz hac eus an nos a dremenent en oræsoun, o cana Salmou ha meuleudiou an Autrou Doue. An Hermit a Oferenne bemdez, hac e Zisquibl santel a gommunie ive bemdez, gant un de-