Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
6 Ebreul.
Sant Ayber.

votion hac ur fervor bepret nevez. Ar Bara-mâ eus an Ælez eo a ree dezo nerz evit en em souten en o mortificationou quen extraordinal.

Sant Ayber, d’an oad a dri-uguent vloaz, en em dennas en un Deserz rustoc’h, e pelec’h e crescas c’hoas e binigen. Na eller quet heb ur Miracl en em vaga gant quen neubeut a dra evel ma ree, ha beva queit amser. An autor pehini en deus scrivet e vuez, a verq penaus e binigennou deist vusul o deus græt ur Merzer anezàn, ha penaus e tremene evit ar burzud eus e amser. Ne zebre muy a vara, na cals na neubeut ; hac evit castya davantaich e gorf, e andure ar sec’het, oc’h en em briva alies eus a zour memes : ar pez ne viras quet na vevas c’hoas uguent vloaz er fæçoun-ze.

Escop Cambre, var ar brud eus e Santelez, en obligeas da receo an Urzou Sacr. O veza Bælec, e celebre an Oferen gant ur fervor hac un devotion an tenera. Sourcius e oa ive da goess quement hini en em bresante ; ha guelet e vise ur cenchamant quen admirabl er re a zeue da goess dezàn ma lavare pep-unan penaus evit en ein gonvertissa, ne voa nemet mont da goess gant Sant Ayber.

Erfin, leun a vilidou, e rentas e Ene pur da Zoue, er bloaz 1140, oaget a bevar-uguent vloaz.

REFLEXION.

Sant Ayber o clevet coms eus ar binigen hac eus ar maro eürus eus un Hermit, en em dennas en deserz evit ober pinigen e-unan. Ur galon pur a so sansibl d’an distera inspiration eus ar C’hraç, ha fidel da heulia inspiration ar Speret-Santel. Pebes impression a ra var hor c’halon-ni an touichanta reflexionou hac ar santela inspirationou ! Un ene dallet dre ar pec’het ha dre e inclinationou direglet, na vell banne e creiz ar brassa sclerigen.

Eil Reflexion. Soueset oump o clevet ar binigen vras en deus pratiquet Sant Ayber goude ur vuez quer pur ha quen innoçant. Mæs na dleomp-ni quet beza quer soueset o velet penaus ne fell quet deomp