Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
7 Ebreul.
Sant Herman.


Doue, evit purifia e vertuz hac evit moderi ar gontantamant hac ar joa a elle rei dezàn ar faveriou extraordinal-ze, a bermetas ma voe humiliet gant temptationou hir ha fachus, ha ma voe affliget gant meur a infirmite corporel.

E boaniou interior hac e anquen a gresque peurvuya un neubeut diaguent ar Goueliou bras. Evelse eo e prepare an Autrou Doue dre souffrançou nevez an Ene innoçant-se da receo ar Gracou dreist-ordinal pere eu devoa custum da ober dezan er Soleniteou vrassa.

Erfin, e Ene santel carguet a guement a faveriou eus an Eê, a yeas da receo ar recompans dleet d’e fidelite ha d’e innoncanç, er bloaz 1233.

REFLEXION.

Ho pêt ur fizianç vras er Verc’hes Vari, pa ze ho Mam : en em adressit dezi en ho necessiteou spirituel ha temporel ; exposit dezi gant simplicite hoc’h ezomou ; goulennit diganti ar pez a so necesser deoc’h evit beva hac evit servicha Doue, caret a ra ar franquis hac ar familiarite-ze. Ur vam a guemer pligeadur o velet he c’hrouadur, oc’h en em adressi dezi gant fizianç. Mari n’e deus quet neubeutoc’h a garantez evidoc’h eguet ho Mam, ba muy a c’hallout e deus.

Eil Reflexion. An Den santel-mâ a oa muy toufmantet gant ar Speret temptator pa daustee ar Goueliou brassa, da bere en em brepare gant ur fervor nevez, hac e pere ez oa custum da receo faveriou bras eus an Eê. An Drouc-speret ne ra morse muy a effort evit tempti, troubli ur C’hristen eguet en amser ma en em brepar ha ma ze disposet da ober ar mad ; dre exempl, d’en em rei oll da servich Doue, da renonç d’ar pligeadurezou væn eus ar bed ha da bratica ar vertuz. Mæs ar poaniou interior a santer neuse, an temptationou-ze memes a dle excita ha crisqui hor fervor, hac ober deomp redoubli hon devotionou quent eguet o diminui. Pebes maler eo evit ar re pere, dre defaut a gouraich, a so dalc’het hac arretet gant al laçou-ze a steign dezo an Drouc-speret !