Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/260

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Ebreul.
253
Sant Hospis.


An eizvet devez a viz Ebreul.


SANT HOSPIS, HERMIT.


————


Sant Hospis, guinidic eus a Franç, o clevet coms eus ar vuez santel a gundue an Hermitet eus an Egypt, en devoe ur c’hoant quer bras d’o imita ma tremenas ar mor evit mont da zisqui gant-o ar guir hent eus ar silvidiguez hac eus ar berfection. Æz e compren pebes impression a reas an exemplou bras-ze a vertuz var ur galon disposet quer mad. Admira a ree e darn anezo ar grueldet inrioçant gant pehini e castient o c’horf ; e darn-all ar silanç perpetuel da behini en em gondaonent ; hac ar speret a vortification, ar speret a Oræsoun hac ar garantez pur hac ardant o devoa evit Doue.

Hospis a zistroas e Franç, resolvet da bratica an exemplou bras en devoa guelet en Egypt. O veza d-barqqet e Provanç e choasas evit e zemeuranç ur c’hoz tour abandonet e-hars ar mor : eno , occupet eus a Zoue hebquen, e poulsas ar binigen hac ar vortification hira ma oa possubl dezàn gant ar sicour eus ar c’hraç. Douguen a ree ur Ciliç rust gant ur chaden houarn en dro d’e gorf ; e yun a voa continuel, hac epad ar C’honaïs e redouble e binigen ; ur maread-amser bemdez en em occupe da ober panerou gant broen ; ar rest eus an deiz hac an darn-vuya eus an nos a oa consacret d’an Oræsoun.

Doue a favorisas ar Sant-mâ eus an donæsoun a Brofecii. Disculia a reas an irruption hac an distruich bras a dlie ober ar bobl eus a Lombardii e douar Franç, hac avertissa a eureu an dud divar ar mæs d’en em retira er C’heriou bras gant o loenet hac o meubl, evit o savetei. Ar barbaret-se a zeuas en effet e Franç : ur vanden anezo a antreas en Tour e pehini edo ar Sant-mâ, hac o velet e chadennou, er