Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/261

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
8 Ebreul.
Sant Hospis.

c’hemerzont evit ur c’himinal bras bennâc ; goulen a resont digantâ pe seurt crim en devoa græt ; da betra na respontas quet, nemet lavaret ez oa ar goassa hac ar mechanta den eus an douar. Unan eus ar soudardet a savas e sabren evit faouta e benn dezâ ; e vrec’h a chommas sonnet, quen na zeuas ar Sant, en ur ober Sin ar Groas vernezàn, da retablissa e vrec’h en e c’henta stad, ha dre ur Miracl c’hoas caëroc’h e convertissas d’ar Feiz ar soudard-se pehini en em rentas religius. Sant Gregor, Escop eus a Dour, pehini en deus scrivet buez Sant Hospis, a rapport penaus en e amser e veve c’hoas ar religius-se.

Erfin Sant Hospis, goude beza pratiquet mortificationou quen extraordinal epad pemsec vloaz, a glànvas. Tri devez abars metvel, o veza tennet e chaden ; an andret-se eus e gorf, en em gavas goloet ha debret gant ar prènvet. Goude beza recevet e Sacramanchou diveza, e varvas gant ur visaich douç ha joaüs, er bloaz 581.

REFLEXION.

Na varnit quet, evit na viot quet barnet ; rac barnet e viot hervez ma ho pezo barnet ar re-all, eme Jesus-Christ en Aviel Sant Vaze. En ur Varn ho nessa en em exposit da ober ur jugeamant temerer, rac an apparanç a drompl alies. Sant Hospis, dre’n abec ma voa carguet a chadennou, a voe quemeret evit ur c’hriminal, ha cousgoude ez oa ur Sant bras.

Istimit ar re-all-oll guelloc’h tud ha vertuzusoc’h evidoc’h : ne oufac’h quet jugi gant re a faver eus o actionou. Mar guelit un action bennâc fall en exterior hac hervez an apparanç, na gondaounit quet evit-se ho nessa : marteze e ignoranç pe an intantion vad en deus, en rent divlam dirac Doue. Hac e ve aznad ha patant ar c’hrim eus ho nessa, ne d’ê quet deoc’h evit-se d’e varn, mæs da Zoue. Pa velit ho preur couezet en ur faut bennâc, songit ma ne deoc’h quet hoc’h unan coupabl eus ar memes faut, pe marteze eus a un-all brassoc’h. Ma n’en em santit quet coupabl, bezit bepret humbl, trugarecaït Doue