Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/262

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Ebreul.
255
Sant Hospis.

da veza ho preservet, ho pet truez eus bo preur, pedit Doue evinta, songit enoc’h-hoc’h-unan, en em examinit hac en em varnit hoc’h-unan.



An navet devez a viz Ebreul.


SANTES VAUTRUUD, INTANVES.


————


Santes Vautruud, guinidic eus a Austrasii, a oa merc’h da Sant Valber ha da Santes Bertill, c’hoar da Santes Aldegônd, ha da pried Sant Madelger. En amser ma voa c’hoas bihanic e chelaoue gant attantion vras an instructionou santel a ree dezi he Mam, hac e profitas anezo. Ne aznavezas ar bed hac e vaniteou nemet evit o disprigeout : heulia a ree he Mam e peb-lec’h, hac e sicour a ree en he oll œuvrou-mad.

Dre gomplesanç evit he c’herent e temezas d’ar C’hond Madelger, ha beza e devoe pevar c’hrouadur, pere a so maro-oll eguis Sænt. Sant Madelger, touichet o velet an devotion hac ar vertuz eus he bried, en em degoutas e-unan eus ar bed hac en em rentas Religius, Vautruud a chomas c’hoas daou vloaz en he zy evit instrui he bugale, hac en em roas oll d’an œuvrou a garantez. An dud libertin a droas e redicul he devotion hac ar goal deaudou a lavaras pep seurt drouc anezi. Ar Santes a souffras heb en em glem, ha ne glascas he c’honsolation nemet e treit he C’hrucify.

Ar bersecution-ze ne servichas quet hebquen da burifia he vertuz, ober a reas dezi c’hoas en em hasta da executi an resolution e devoa quemeret pell a oa da guitaat ar bed. Pidi a eureu un Digentil eus he c’herent da lacaat sevel evit-ii un ty bihan, e pehini e alze tremen ar rest eus he buez e servich Doue. An Digentil-ze a reas sevel un ty caër ; mæs ar Santes a reüsas logea ennan, hac e voe ret sevel un-all disteroc’h. En ty dister-ze e cunduas ur vuez mortifiet meurbet, hac e c’harantez ardant evit Doue a ree dezi scuilla da bep mare daëlou a gonsolation.