Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Ebreul.
257
Sant Maquær.


An decvet devez a viz Ebreul.


SANT MAQUÆR, ARC’HESCOP.


————


Ar Sant-mâ a oa guinidic eus an Armenii. An Arc’hescop eus a Antioch, o velet e squiant hac e vertuz, a gomprenas e oa choaset gant Doue evit beza un deiz ar sclerigen hac an ornamant eus e Ilis, ha dre-ze e roas dezâ an Urzou Sacr.

O veza Bælec, e cunduas an afferiou importanta en ur fæçoun quen edifiant ha quen avantaichus evit silvidiguez an eneou ma lavaras un devez Arc’hescop d’e bobl : guelet a rit ez oun oaget : interesset ez oc’h oll da choas em plaç ur Successor mad, pehini a allo rapari ma fautou : me gred ez ê destinet deoc’h gant Doue evit ho pastor ar Bælec Maquær, ha mar er choasit, e varvin countant. An oll a respontas : Maquær a vezo ho Successor, ha ne fell deomp nementâ ; hac en effet goude maro an Arc’hescop, e oue lequeet en e blaç.

Ar Prelat santel-mâ en devoa ur zêl ardant ha prudant, hac ur sourci universel eus e bobl ; ar beaurien casi-oll ne vevent nemet dre e sicour ; e vevanç a oa neubeut a dra ; e veubl hac e draïn a oa dister meurbet, prezeg a ree dre goms ha dre exempl ; alies e exhorte e Auditoret da ziminui an dispignou væn a reent en habijbu cær hac e festou, ha da zench quemense en alusennou, ha meur a veich an deiz e scuille cals a zaëlou evit pec’hejou e bobl.

An oll er c’honsidere evel ur Sant ; mæs pa zeuas da aznaout an istim a reer anezâ, e humilite vras a reas dezàn ober an diles eus e Garg hac ez eas neuse da visita an Douar santel. En e veaich e labouras da gonvertissa ar Sarasinet pere en tretas er goumançamant gant crueldet, mæs goudese e teuzont d’e respeti, ha beza en devoa ar gonsolation da velet ar Gonversion eus a un nombr bras anezo.