Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/268

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Ebreul.
261
Sant Leon.


5. Ar baourentez cristen a so bepret pinvidic, abalamour ma en em gountant eus an neubeut e deus.

6. Seul-vuy e fel da ur C’hristen beva hervez Doue, seul-vuy e clasq an drouc-speret en distrei.

7. Na songit quet gallout ober euvrou mad heb un demptation bennâc : ne deus victor ebet beb coumbat.

REFLEXION.

Ar Pab santel-mâ a reas santout d’e bobl penaus ar pen-caus eus ar maleriou a oa c’hoarvezet gant-o, oa o fec’hejou, o ingrateri e quêver Doue, an disprigeanç o devoa græt eus e avertissamanchou, hac o dispignou væn ha foll. Lavaret a dleomp ive deomp hon-unan ar memes tra pa c’hoarve gueneomp un drouc, ur c’holl, ur boan bennâc : pa zeu goall guiriou var ar bobl, pa erru gueneomp ur goall affer, pa reer deomp ur goall broces ; neuse e tleomp consideri ez ê hor pec’hejou a so caus a guemense, ha lavaret enomp hon-unan : militet am eus quemen-mâ, va Doue, a c’hoas davantaich.



An daouzecvet devez a viz Ebreul.


BUEZ AN DEN EURUS NICOLAS LA ROCH.


————


Ar Servicher fidel-mâ da Zoue, guinidic eus a Suiss, a voa en e yaouanctis quen oboissant n’en devoa quen bolontez nemet hini e Dad hac e Vam, hac e oll bligeadur a oa o lenn Buez ar Sænt. Touichet dre an exempl eus a Sant Nicolas a bebini e tougue an hano, e yune alies eveldàn. Petra bennâc ma voa e guerent en o æz, en em blige o tivoal al loenet, dre m’en em gave evelse pell dioc’h trous ar bed, ha liproc’h da bidi Doue ha da ober Oræsoun.

Evit pligeout d’e Dad ha d’e Vam, e temezas da ur verc’h vertuzus, hanvet Dorotee ; hac e cunduas gant-hi ur vuez cristen, devot ba parfet.