Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/269

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
12 Ebreul.
Buez Nicolas la Roch.


O veza bet obliget da servicha en arme epad ur certen amser, e voe aznad penaus ar Brovidanç e devoa e gacet d’y evit empeich disurzou ar soudardet, hac evit rei dezo exemplou caër eus ar berfection cristen. Ne vanque james da lacaat ar peoc’h pa vise trous, scandal pe un debat bennâc etrezo, hac ur c’hraç admirabl en devoa evit calmi o sperejou hac evit o unani.

O vcza distro dious an Arme, en em dennas, gant assant e bried, en un deserz e pelec’h e praticas mortificationou estonn. An drouc-speret a reas e oll effort evit ober dezâ coll couraich na quitaat an Deserz ; clasq a reas d’e droubli dre demptationou importun, dre boaniou speret ha dre ar scrupulou ; mæs disprigeout a reas finessaou e adversour, hac e perseveras.

Petra bennâc ne voa quet bet er studi, e parlante var guirionezou hon Religion gant quement a onction ma teue quement hini er c’hleve da veza touichet ; ha guelet e voe tud libertin, pere ne voant deut d’e glevet nemet dre guriosite, oc’h en em retira gant ur glac’har bras eus o fec’hejou, ha gant ur resolution vad da zench buez.

E garantez tener hac ardant evit Jesus-Christ a oa sansibl ha visibl d’an oll, dre e zaëlou ha dre e visaich anflammet en amser ar Goumunion.

E zevotion vras evit ar Verc’hes Vari, a ree dezân ober he meuleudy e pep occasion ; hac ansao a reas da unan eus e vignounet penaus ar faveriou a receve bemdez digant Mam Doue a dremene quement tra a elle lavaret anezo. Douguen a ree bepret e Chapelet en e zorn, hac e sante ur joa douç ha consolant oc’h e lavaret.

Ar Servicher bras-mâ da Zoue ne oa quet hebquen ur squêr hac un exempl caër, dre e vuez humbl, devot ha mortifiet, cals a servich a rente c’hoas d’ar bobl eus ar c’harter dre e brudanç, dre e avisou mad ha dre ar pedennou a offre evit-o da Zoue.

An habitantet eus a Lucern hac eus a Zuric o veza var ar poent da gaout bresel, ez eas d’o c’haout, ha, goude beza o accordet, e reas sina ar Peoc’h.