Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
2 Guenver
Sant Odilon.


Eil devez a viz Guenver.


SANT ODILON, ABAD.


————


Sant Odilon a ïoa guinidic eus an Auvergn ; e dad hac e vam, tud devot ha santel, en instruas quer mad, ma cunduas bepret ur vuez pur hac innocant. En amser ma edo crouadur, e voa affliget en hevelep fæçoun ne alle quet querzet ; e vagueres, o veza e zouguet un deiz da ilis an Itron Varia, en lesas er porchet : ar c’hrouadur en em stlejas, guella ma ellas, var e zaouarn ha var e zaoulin bete an auter vras, hac, o sevel e zaoulagat etresec imaich ar Verc’hes Vari, e fedas da ober dezan querzet evel ar re-all ; er memes amser-ze e santas libr e zivisquer, hac o veza savet, e redas gant ur joa vras da gaout e vagueres. Goude ar faver-ze e viras epad e vuez un devotion special evit ar Verc’hes Vari, hac e inspiras d’an oll ar memes devotion.

O veza c’hoas yaouanc, en em retiras e couent Cluny. Biscoas ne voa bet guelet noviç ebet fervantoc’h na parfetoc’h evintâ. Peguer bras bennâc e voa ar mortificationou ordrenet dre an urz, e pratique re-all c’hoas brassoc’h.

E zevotion, evit Jesus-Christ e sacramant an auter, a voa tener meurbet ; epad c’huec’h vloas hac hantercant ne vancas devez ebet da celebri an oferenn, hac, en ur offr ar sacrifiç divin-ze, e receve quement a c’hraçou hac a gonsolationou spirituel, na elle quet arreti e zaëlou.

Sant Mayeul, abad eus ar gouent, o veza couezet clàn, er choasas evit e successor. Odilon, en ur antren er garg-se, a gomprenas parfet an obligation en devoa da servichout da squêr ha da exempl d’e oll religiuset ;