Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/270

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Ebreul.
263
Buez Nicolas la Roch.


An tan o veza croguet en un ty eus ur Bourg, pehini ne voa quet pell dious e Hermitaich, an avel a zougue queit ar flam ma voa ar Bourg en danger bras da veza devet-oll. E creiz an dristidiguez hac an disconford-se e voe casset un den expres da bidi an Hermit santel d’o sicour dre e bedennou. Quer buan ha ma voe avertisset e pignas var ur roc’h huel a belec’h e vele an tan ; o veza en em lequeet eno var e zaoulin e pedas an Autrou Doue da sellet a druez ous ar bobl paour-ze ; hac er memes instant e teuas an tan da vouga. Caç a reas ar memes den d’o exhorti eus e bers da drugarecât Doue eus ur c’hraç quer bras.

Erfin, oaget a zec vloaz ha tri-uguent, ha leun a vertuz, e rentas e speret eürus da Zoue, er bloaz 1487.

Miret a rêr e Saë evel un dra precius en Ilis a Lucern.

REFLEXION.

An Den santel-mâ en e yaouanctis, er stad a briedelez, er c’hommerç eus ar bed, en Arme, en e Hermitaich, a so bet bepret ar memes, hac e pep-lec’h en deus en em santifiet muy-oc’h-muy. Mar hon eus ur guir volontez d’en em santifia, nac on oad, nac hon etat, nac hor c’hondition ne virint quet ouzomp n’er graïmp. Ne deo quet ar voyen a vanq deomp d’en em renta Sænt, mæs ar volontez vad eo a vanq deomp, sioaz !



An trizecvet devez a viz Ebreul.


SANT HERMENEGILD, MERZER.


————


Hermenegild, mab da Roue ar Visigotet, a oa en e yaouanctis Heretiq evel e dad; mæs ar Prinç yaouanc-mâ en em gonvertissas d’ar Feiz en ur assita en instructionou hac e Sarmoniou Sant Leandr Escop