caër. Ar stad nevez-ze, elec’h e renta devotoc’h, ne reas nemet crisqui ennàn ar vanite, pehini ne voa nemet re natural dezàn. Evel ma en devoa ur speret lem ha brillant, en em blige etouez ar c’hompaignunezou vras ; bac ar fals meuleudi a roe dezàn tud ar bed, ne gontribue quet neubeut da antreteni e c’hloar væn ; ouspen-ze e viscamant, e veubl, e equipaich a sante oll ar vanite.
Un devez me oa pignet var ur marc’h a dail hac equipet caër, Doue, evit e humilia, a bermetas ma teuas e varc’h trec’h dezàn ha m’er pilas d’an douar. Sevel a eureu ur c’hoarz hac un huerez etouez an dud pa er guelzont savet ha caillaret-oll. Quemense a reas dezàn antren ennâ-e-unan, ha lavaret : pa zeu ar bed, pehini n’am eus servichet bete vremâ nemet re sioas din ! da ober goap ac’hanon, ret ê din ive d’am zro ober goap anezàn, en ur servicha ur mæstr-all guell evit-àn. Gonsalez goloet c’hoas gant muy a vez hac a gonfusion eguet a vouillen, en em dennas d’e d’y, e pelec’h oc’h eu em deul var e zaoulin, e lavaras gant cals a zaëlou : me a rend graçou deoc’h, o va Salver, dre ma ze plijet gueneoc’h discar an intourdi mâ pehini a rede d’e valer ha d’en em goll da jamæs : ar vouillen-mâ a raï ur memes effet var daoulagad va ene, evel a reas an hini a behini en em servichezoc’h evit renta ar guelet corporel d’an den ganet dall ; hac evel-dàn ne heuliin muy nemedoc’h.
Evit pellaat dious ar bed quen dangerus evintâ, e antreas en Urz Sant Dominiq. Cench a reas e ber amser evel un all en e blaç : goude beza bet a-ziaguent quen ambitius, quer mondæn, quen dilicat, e teuas en un taul da veza ur religius humbl, oboïssant ha mortifiet meurbet ; ha, goude beza græt ur binigen galet, evit fautou e yaouanctis, e labouras evit conversion ar re-all.
Prezeg a reas e meur a Brovinç, en ur ober e oll veaichou var droat, hac en ur yun quen exact evel pa vize en e gouent ; ar beden hebquen a seblante e zisquiza eus an oll fatig en devoa dre an hent. E garantez, e vodesti, e vuez mortifiet hac e humi-