Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Ebreul.
275
Santes Beuva.

coumandi, na gonsantas da guemeret ar Garg-se nemet goude ma lavaras dezi Sant Baudry e c’houlenne an Autrou Doue quemense diganti.

He studi principal oa da rei d’he C’hoareset en he actionou an exempl eus ar vertuziou a recommande dezo, hac he gouarnamant a oa leun a furnez hac eus a un douçder ravissant. Beza ez oa ive quen humbl ma oa poan ganti beza tretet ec’his Superiores : ha quemense memes a ree ma oa respetet ha reveret muy a-se gant pep-unan, hac a roe dezi ur gallout hac un autorite quer bras var speret he oll C’hoareset ma heulient gant un oboissanç prount ha parfet an distera avis a roe dezo. Senti a reent out-y gant joa, hac e clasquent e pep fæçoun disquez dezi ar respet bras o devoa evit-i.

Ar Santes-mâ, uset erfin dre he austeriteou, consumet dre an ardor eus ar garantez divin, ha carguet a vilidou, a ieas da receo en Eê ar recompans qleet d’e innocanç ha d’e vertuziou exemplus, er bloaz 674.

REFLEXION.

An douçder a sante en e yaouanctis ar Brinces-mâ en Oræsoun a ree dezi un disprigeanç bras evit pligeadurezou ar bed, hac e exite da servicha Doue gant muy a gouraich hac a fervor. Doue a garg a gonsolationou celestiel an eneou pere e servien gant fidelite. Deut d’e emproui, hac e velot penaus ar bligeadur douç ha pur pehini a santer e servich Doue a dremen infinimant ar boan a so o viret e c’hourc’hemennou.

Ar joa er c’hontrol eus ar re a servich ar bed a so væn ha distrempet gant cals a daelou. En effet, ha caet oc’h eus-hu biscoas ur guir joa e creiz pligeadurezou ar bed ? Goude ma hoc’h eus countantet hoc’h inclination direglet, ha c’hui a so en em gavet countant ? O va Doue, e ordrenet hoc’h eus, hac erruout a ra penaus ar pec’her a gaf en e bec’het ar boan memes eus e bec’het. Ar re a servich ar bed a vev en ur gaptivite estranch : esclavet int eus ar bed hac