Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/284

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Ebreul.
277
Santes Opportuna.

guemeret ar Garg a Superiores. Neuse e crescas he mortificationou, yun a ree bemdez, ha ne devoa quen guele nemet an douar pe ar plench.

Petra bennâc ma voa quer rust en he andret e-unan e voa bepret leun a zouçder hac a vadelez e quenver he C’hoareset. Mar manque unan bennâc eus al Leaneset en he dever, an Abades santel a bede Doue evit-y, evit ma plicheze gantàn rei dezi ar c’hraç da aznaout, he faut ha d’en em amandi : hac he feden e devoa peurvuya e effet. Mar en em gave obliget da avertissa pe da repren unan bennâc, er gree gant ur garantez ous pehini ne alle netra resista.

Ar brassa pligeadur e devoa er bed, oa d’en em arreti da sellet ous an Eê. Ar gloar hac an eürusdet a behini e jouis ar Sænt er Barados a oa ar sujet ordinal eus he meditationou ; ha meur a veich en deiz e lavare ar c’homzou-mâ a Sant Augustin : Jerusalem celestiel, Pales santel a Zoue, peguement ho car-hu va c’halon ! Peguement eo ravisset va speret en ur gontempli ho quenet !

Erfin, goude beza exhortet en he c’hlènvet diveza he Leaneset da veva en ur garantez vras an eil evit hé-bên, ha da labourad gant fervor da acquisita ar berfection eus o stad, ez eas da receo en Eê ar Gurunen e devoa militet dre he vertuziou bras.

REFLEXION.

Ar Superiores santel-mâ, prudant ha carantezus, pa vele ur re bennâc eus ar re a oa dindan he c’harg o vancout en o dever, en em lequee da bidi Doue evit-o ; ha dre he fedennou e corrige muy anezo eguet ne devize græt dre gomsou pe dre gourdrouzou. O caëra fæçoun da gorrigea ar re-all ! Pidi Doue da guenta evit-o, ha goudeze o avertissa gant douçder ha gant carantez : dre ar voyen-ze e c’houneer o c’halonou, hac o lequeer da rantren en o dever. Er c’hontrol ur gorrection rust, ispicial mar be græt dre goler, a zeu alies da irrita ar sperejou ha da voassaat an drouc.

Eil Reflexion. Ar Santes-mâ a selle alies ous an