Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/287

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
20 Ebreul.
Santes Aignes.

quer parfet ma voe lequeet da Superiores en he C’houent. Ne d’ê quet ar bloaveziou eo a ro ar furnes hac ar vertuz ; e pep oad e eller beza fur ha parfet pa en em roer d’ar mad, pa labourer a barfetet, evit en em renta vertuzus.

Eil Reflexion. Ar Superiores santel-mâ, hac hi bepret affliget gant clènvejou anquennius, a ree cousgoude bep-tra gant un ær countant ha joaüs, hac a gomse bepret ous pep-unan en ur fæçoun douç ha gracius. Quemense a oa un effet eus ar garantez vras e renne en he c’halon.

En hor c’hlènvejou ha beza hon eus-ni ar memes patiantet hac ar memes douçder en andret tud hon ty ? Pa c’hoare un drouc bennâc gueneomp, pe un nec’hamant bennâc, pe ma stourm un dra bennâc ouzoump, ne doum-ni quet marteze chagrinus, depitus ha colerus ê quêver ar re a so en dro deomp, heb gallout memes rei respont-vad ebet da zen. Quemense a dleffe ober deomp aznaout peguen neubeut hon eus a garantez.



An unan-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT ANSELM, ARC’HESCOP.


————


Sant Anselm, eus ur famill nobl ha distinguet eus ar Piemon, a renoncas da c’hrandeuriou ar bed evit en em renta Religius en Abaty du Bec en Normandi, e pelec’h e cunduas ur vuez mortifiet bras, ispicial en dibri hac en eva.

Evel m’en devoa c’hoant bras d’en em avanç er studi, hac un desir brassoc’h c’hoas da avanç er vertuziou, e teuas souden habil ha fervant meurbet ; hac e oue choaset evit Superior eus e Gouent, Hiniennou eus ar Religiuzet a gavas drouc ma oa bet preferet Anselm da gals a re-all cozzoc’h evintâ ; mæs