Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/293

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
23 Ebreul.
Sant Georch.

ha dre ur gomplesanç criminal ha souten, da sicour, da favorisa ar re vras hac ar re pinvidic. Peguement a dud a so injust er poent-mâ, dre n’o deus scrupul ebet var guemense, sioaz dezo ! Dre exempl, ar re pere a ve lequeet da ingala ar c’hargou, ar guiriou en ur Barres, hac int-y a so dibec’h oll ? Guelet a reer alies cals a injustiç en tax ; hac a ell quement erruout hep na ve cals a dud coupabl hac injust ?

An Diaseourien a dle ober attantion penaus ne ellont quet favorisa unan, da lavaret e taxa neubeut unan, hep taxa re ar re-all ; ha dre-ze beb ober gaou out-o. Mar quevont an traou goal diaseet er bloaz diaguent, ne d’ê quet eno ur ræson d’o lesel er stad e pehini o deus o c’havet ; obliget int er c’hontrol da lacaat urz e quemense, en ur rei e vec’h da bep-unan, evel ma tle beza hervez e voyen hac e faculte.

En ur guer, piou bennâc a fell dezâ beza dibec’h, ha beza quyt da restitui evit ar re-all, a dle, pa ve o diasea ar c’hargou public, derc’hel ar balanç en e zorn. Ne dle aznaout neuse na car, ma mignoun ebet nac adversour ebet quen neubeut ; mæs sellet ous e goustianç heb-quen hac ous ar virionez, ha consideri penaus un deiz e vezo e-unan poeset ha musulet gant ar memes poes hac ar memes musul m’en deveso graet d’ar re-all.



Ar pevare-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT ROBERT, ABAD.


————


Sant Robert, guinidic eus an Auvergn, en devoa en e yaouanctis ur garantez admirabl en andret an dud clan hac affliget : hac e vrassa pligeadur oa guelc’hi o gouliou, hac o fansi. Goude beza conservet e innoçeanç dre ar vortification continuel eus e squianchou natural, dre an Oræsoun, ha dre e application d’ar studi, en em rentas Bælec.