Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/294

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 Ebreul.
287
Sant Robert.


C’hoant bras en devoa a bell amser d’en em retira en deserz, mæs caout a ree bepret un ampechamant bennâc hac en dalc’he ; Doue a fournissas dezàn erfin un occasion gaër da executi e zessin. Ur soudard, pehini en devoa cunduet ur vuez direglet, a zeuas un deiz da c’houlen digantàn petra a alze da ober evit en em savetei ; ar Sant a respontas dezâ : chènchit bresel : bete vremâ hoc’h eus bresellequeet ha coumbatet ous an ennemiet, coumancit eus a hirio da counbati ouzoc’h-hoc’h-unan, da lavaret eo, d’en em drec’hi hoc’h-unan ha da ober penn,d’hoc’h, inclinationou direglet. ÂAr soudard, touichet oc’h e glevet, a zisclerias dezâ en devoa bolontez vad da guitât ar bed, ha d’en em retira er Solitud, ma cafze ur c’honductor bennâc hac a alze e sicour hac e instrui.

Ar Sant, ravisset o clevet ar broposition-ze, na zouetas quet na bresante Doue dezâ an occation-ze evit heulia an intantion en devoa a bell amser, hac en em ofras d’ar soudard evit beza e gompaignon.

Ne zalezzont quet da vont o daou, en deserz : hac, o veza caet ur Chapel hanter-distruget en ur Solitud vras e Escopti Clermon, e safzont en e harz ul logig vian gant brancou guez.

Robert a reglas an exerciçou evit an deiz hac evit an nôs ; regli a reas an amser a dlient rei d’ar beden, hac an amser a dlient lacât pep deiz da labourad ; impligea a reent an darn-vuya eus an deiz hac eus an nôs en Oræsoun, hac o yuniou a oa continuel. Cetu a-se ar c’houmançamant eus ar Gouent brudet, a hanver Chæz-Dieu, da lavaret ê Logig vian e pehini e ra Doue e zemeuranç ; mæs al Logig-se a zcuas souden da veza ur Gommunaute vras ha santel meurbet. Ar brud eus a Sant Robert, hac ar Miraclou caër a ree Doue en e faver, a zigaças deza quement a zisquibien ma voe ret sevel er plaç-se ur Gouent vraz, e pehini e conter tri-c’hant Religius.

Rei a reas constitutionou Sant Beneat d’e Religiuset, da bere e instructionou hac an exempl eus e vertuziou a elle avoalc’h servichout da reglenn.

An Abad santel-mâ, goude beza bet ar gonsola-