Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/295

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
22 Ebreul.
Sant Robert.

tion da velet un devotion, fervant etouez e oll vreudeur, e rentas e Ene da Zoue er bloaz 1067.

REFLEXION.

Ur soudard convertisset gant Sant Robert a ro gantàn ar c’houmançamant da un Urz a Religiuset, hac a zeu da veza ur Sant bras. Doue a gonvertis tud a bed stad, hac o rent parfet. Na vezim-ni biquen eus an nombr an dud eürus-se pere en em gonvertisso parfetamant da Zoue ?

Eil Reflexion. Ar Sænt o deus caret ar vuez retiret, o deus en em bliget en Deserz ; tud ar bed er c’hontrol ne garont quet beza o-unan, n’en em bligeont tam er Solitud. Ur goustianç pur, pehini a so e peoc’h hac e graç Doue, en em blich o veza retiret : ur galon tourmantet gant mil remors a glasq en em zissipa hac en em intourdia, ba cetu perag e clasq gant pres ar c’hompagnunezou, hac e red eus an eil divertissamant d’eguile.


————