Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/297

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e pelec’h Doue a roas ur venediction quer bras d’e Labourou Apostoliq ma teuas ar c’harter-se, leun a Bayanet, da veza an douar eürus se pehini a so bet an demeuranç eus a guen-alies a Hermit santel, hac e pelec’h an had divin eus an Aviel en deus produet quement a frouez.

O veza arru e Alexandrii, e labouras gant ur gouraich dreist-ordinal evit convertissa ar Guær vras-se ; hac heb dale e voe guelet ur fervor admirabl etouez ar Gristenien. N’en em gountantet quet da viret heb-quen ar pez a so gouc’hemenet dre Lezen Doue, mæs pratica a reent c’hoas ar c’husuliou santel eus an Aviel ; cals anezo a renonce d’ar bed, hac a dremene o buez en exerçiç eus ar binigen, hac o contempli ar guirionezou elernel.

Cousgoude darn eus ar Bayanet, pere a chomas obstinet en o errol, a goumanças da vurmuli, dre ma velent penaus seul-vuy ma cresque nombr ar Gristenien, seul-vuy e timinue ar respet evit o Doueou faus. Lavaret a reent etrezo penaus ez oa deut an Den estranjour ha divroed-ze evit distrugea o Doueou ; en em sesia a resont anezâ ; staga a resont ur gorden ous e c’houzouc, hac en stlejas evel-se dre Guær. Ar Sant na heane o veuli Doue epad e dourmant ; er fæçoun-ze e rentas e Ene d’e Grouer, en eizvet bloavez eus a Neron, da lavaret ê, var-dro eiz vloaz ha tri-uguent goude Donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Hervez an Aviel eo e vezimp oll barnet en heur ar maro. Cals a dud a gare gouzout pe seurt fin o devezo, hac int-ii o devezo an eur da vont d’ar Barados ; o speret memes a so nec’het pa songeont er poent-se. Mar fell deoc’h gouzout ha c’hui so var an hent mad, n’hoc’h eus nemet comparachi ho puez gant an Aviel. Grit reflexion var ar c’homsou caër-mâ eus a Jesus-Christ : Petra so scrivet el Lesen ? petra lennit-hu ? Grit quemense, emezàn, hac e vefot, da lavaret ê, hac e viot salvet. Gouezit eta penaus, mar heuliet reglennou faus ar bed, en em gollot gant ar