Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Ebreul.
291
Sant Marc.

bed ; ha penaus er c’hontrol, mar bevet hervez ar reglennou just ha santel eus an Aviel, e viot eürus dre c’hraç Doue.

Evit excita muy-oc’h-muy ho fervor hac ho couraich, abandounit affer ho silvidiguez etre daouarn Doue, ha labourit bepret d’e servicha gant ar memes fervor evel a rafac’h ma ve bet revelet deoc’h gant un Æl penaus e viot salvet. O peguen agreabl ve da Zoue an disposition-ze eus ho calon ha pebes nerz, pebes couraich n’ho pe-hu quet evit avanç hac assuri ho silvidiguez dre hoc’h euvrou mad !



Ar c’huec’hvet-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT MARCELLIN, PAB HA MERZER.


————


Sant Marcellin, eus a behini ar vuez a so bet atau un instruction gaêr hac ur sujet bras a fizianç evit ar bec’herien, a oa guinidic eus a Rom.

Goude beza labouret gant ur zêl ardant evit silvidiguez an eneou, ha rentet servichou bras d’an Ilis, e oue choaset evit Pab er bloaz 296, hac e coumancamant e Garg en em acquitas eus e oll deveriou en ur fæçoun santel hac exemplus meurbet.

Var-dro ar bloaz 303 an Ampalaer Diocletien o veza roet un urz nevez da bersecuti ar Gristenien, ar bersccution a voe quen horrubl ma oue countet bete pemzec mil Merzer en ur miz. Ar Pab ne oue quet espernet : arretet e voe, hac e rezeur dezàn souffr quement a ell inventi an arraich eus ur bobl fuloret. Ar Bayanet en stlejas da Dempl an Doueou faus, oc’h e c’houdrous da ober dezâ souffr ar c’hruela tourmant mar mancse da adori o Doueou. Marcellin, trec’het dre ar spount rac an tourmanchou a brepare dezâ, en devoa ar maler da offr ezenç d’an Idolou. Mar d’ê couezet ur Pab quer santel en ur pec’het quer bras, piou ne dle quet crena ha disfiziout eus e nerz ?