Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Ebreul.
293
Sant Marcellin.

er pec’het, n’en deus quet aoun d’en discleria ; e boan eo da veza e goumetet, ha non pas d’e goess.

Trede Reflexion. Mar hoc’h eus bet ar maler da goueza en ur faut bras bennâc, n’en em zisesperit quet, ha na gollit quet couraich. Hac ho pe coumetet an horrupla eus an oll grimou, Doue en deus bepret muy a vadelez evidoc’h evit na oufac’h caout a valiç : prest eo d’ho receo, ho deport a ra c’hoas ; na zaleit quet eta da zistrei ountâ gant ur galon contristet hac humiliet.



Ar seizvet var-nuguent a viz Ebreul.


SANTES ZITA, GUERC’HES,
SQUÊR HAC EXEMPL AR MITYSIEN.


————


Santes Zita, merc’h da un den paour divar ar mæs, taust d’ar Guær a Lûq, e devoa a vianic ur vodesti hac un douçder ravissant. Avoalc’h oa lavaret dezi e tisplige un dra da Zoue evit n’e devize eus ountâ epad e oll buez. D’an oad a zaouzec vloaz e voe lequet da servicha e ty ur bourc’his eus a Lûq : an ty-ze a so c’hoas e veneration. hirio an deiz ; hac e veler peintet var ar vogueriou actionou principala hac ar miraclou a reas en he buez.

Ar vates santel-mâ a gomprenas penaus ar guir devotion a gonsist oc’h en em acquita en ur fæçoun parfet eus e zeveriou, hac en em applicas da guemense. Mintin-mad e save evit ober oræsoun ; bemdez e cleve an oferen abars ma oa poent ober he labour. Beza e voa sourcius, diligeant, humbl, oboissant ha patiant meurbet. Piou n’en divize quet lavaret ez tlie beza istimet ha meulet gant quement hini e anaye ? Gousgooude Doue a bermetas ma oue exercet he fatian epad ouspen ur bloaz ; goapeet ha dispriget e voe : he mæstres e c’hemere gueich evit innoçantes