Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/303

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
28 Ebreul.
Sant Vital.


An eizvet var-nuguent a viz Ebreul.


SANT VITAL, MERZER.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Milan ha pried da Santes Valerii, a oa ur soudard devot ha vertuzus eus a Arme an Ampalaer. En amser ar Bersecution e console cals hac e sicoure ar Gristenien. E vuez a oa un exempl caër evit an dud fidel hac e honestis a oa admiret gant ar Bayanet memes.

O veza clevet penaus ur Gristen hanvet Ursicin ha Medecin, pehini a oa condaunet da vervel evit ar feiz er guer a Raveen, a goumance crêna, ha penaus ez oa en danger da veza trec’het dre ar spount rac an tourmanchou a oa preparet evintâ, e redas d’e gaout, hac e lavaras dezâ : petra, Ursicin, crèna a rit e fin ar goumbat ? Beza oc’h eus ar gurunen etre ho taouarn : e leset a reot-hu da goueza dre ur spaont væn ? Dougea a rit un hanter-heur a dourmanchou, hac e falfe deoc’h en em brecipita en un tân eternel ! Ha possubl ve penaus, goude beza bet quen habil da barea clènvejou ar re-all, e roac’h deoc’h-hoc’h-unan taul ar maro ? Excitet ho feiz, va breur quæz, ha leun a fizianç er visericord a Jesus-Christ evit pehini e varvit, aichuit gant couraich ho sacrifiç. Ar c’homsou-ze o devoe quement a effet, ma teuas Ursicin da souffr ar verzerinti gant ur couraich vras.

Ur payen a raportas d’ar Barner penaus oa Vital en devoa alyet ha couraichet Ursicin da souffr ar maro quent eguet adori an Doueou. An den maleürus-ze n’en em countantas quet memes a guemense, incita a reas c’hoas ar Barner da ober ive tourmanti Vital.

Ar Sant a oue arretet souden dre urz ar Barner, pehini, goude beza grêt dezâ souffr un tourmant cruel var ar chevalet, a reas e deul en ur fos doun, e pelec’h e taulzer var-nezàn ur bern mæin ha