Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/306

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Ebreul.
299
Sant Per, Merzer.

amser en oræsoun. Un deiz o veza prosternet dirag e Grucifi e tigouezas gantâ lavaret : Ha permetit a reot-hu, va Jesus, e andurren muy pell amser, me pehini a so innoçant ? Neuse e clevas ar c’homsou-mâ : Ha me, petra am boa-me grêt evit militout beza crucifiet ? Quemense, a grescas e garantez evit Jesus-Christ, hac a reas dezâ quemeret ar resolution da souffr e boan heb jamæs lavaret guer ebet, nac evit en em glem, nac evit en em justifia. Mæs Doue pehini a zifen bepret ar re innoçant, a reas aznaout e innocanç, ha guelet a rezeur ez edot en em dromplet.

An den santel-mâ en em lacaas neuse da rei missionou e Toscaan, e Romaign hac Milanæz. Evel m’en devoa un donæsoun particulier evit touich ha convertissa ar bec’herien vrassa, e teue ur foul quer bras a dud d’e glevet ma vihe contraign alies da brezeg e mæs an Ilis.

Un heretiq obstinet pehini ne glasque nemet ar voyen d’en dicrial etouez ar bobl, a reas vân da veza clàn, hac er pedas da rei dezân ar yec’het : e intantion oa da ober goudese goap eus an den santel ha da lacaat an oll d’e zisprigeout. Ar Sant a lavaras : pidi a ràn Jesus-Christ da rei deoc’h ar yec’het mar douc’h clàn, mæs ive d’ho renta clàn mar em tromplit. An heretiq a santas er memes moument ur simpladurez quer bras ma songe dezàn beza prest da vervel. Aznaout a reas e faut, pidi a eureu an den santel da gaout truez outâ, hac e vevas goudese e guir gristen.

Ar Sant a vouie ervad e oa c’hoas heretiquet-all pere a glasque noasout dezâ hac e laza memes : quemense ne viras quet na zisclerias dezo ur bresel continuel. Gouzout a ràn, emezàn, un devez en ur bresec, penaus adversourien Jesus-Christ hac adversourien e Ilis a fell dezo caout va buez : ar c’haëra chanç a ellont proculi din, eo scuilla va goad evit ar Feiz ; hac ar c’hraç-ze eo a choulennàn digant Doue a bell-amser.

Da benn neubeut goudese ez eas daou anezo d’e c’hedal var e hent, pere a roas dezàn daou daul sabren var ar penn, ha mervel a eureu en ur recita