Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/307

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
29 Ebreul.
Sant Per, Merzer.

ar Credo, er bloaz 1252, d’an oad a c’huec’h vloaz ha daou-uguent.

REFLEXION.

Admiromp ar furnez hac ar gallout a Zoue, pehini en deus clasquet ar C’hrouadur-mâ e creiz an Heresy evit trec’hi ha distrugea an Heresy memes, hac evit ober anezàn ur Protector eus ar Feiz. Peguement a enor na ra quet d’hon Religion an exempl-mâ hebquen, dre bihini e velomp visiblamant penaus Doue e unan eo a furm gant e zorn an oll galloudec an Heroet Cristen hac an Difènsoret eus e Ilis. Evelse Sant Paul, evelse Sant Augustin o deus distruget an errot e pehini ez oant ganet. Trugarecaomp Doue da veza roet deomp ar c’hraç da veza bet ganet eus a guerent cristen, da veza graet deomp aznaout ar sclerigen eus ar Feiz, da veza hon recevet en e Ilis Santel exerçomp alies Actou a Feiz, mæs eus ur Feiz crê hac anflammet dre ar garantez.

Eil Reflexion. En amser ma oa tretet an Den santel-mâ gant quement a zismegeanç, e tigouezas dezâ lavaret. Ha me, petra am boa me græt evit militout beza crucifiet ? O respont admirabl ha capabl da arreti hor c’hlemou hac hor murmulou en hor poaniou hac hon afflictionou !



An tregontvet a viz Ebreul.


SANTES CATELL A SIEEN,
EUS A DREDE-URZ SANT DOMINIQ.


————


Ar Santes-mâ, guinidic eus ar Guær a Sieen, e devoa a vianic un inclination vras evit ar vertuz hac un devotion quen tener evit ar Verc’hes Vary ma rap-