Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 Ebreul.
301
Santes Catell a Sieen.

porter penaus, quellies gueich ma pigne en diri eus he zy, en em lequee var he daoulin evit lavaret an Ave Maria.

He c’herent o veza cavet ur chanç caër evit-i, e foursuas da zimisi, mæs respont a eureu gant respet penaus e devoa græt he sonch hac e resolution da chom bepret guerc’hes. He mam, evit e distrei dious ar sonch-ze hac e c’hontraign da zimizi, e c’hargas a labour heb caout damant na truez ebet out-y. Ar Verc’h santel e creiz an tregaç poanius eus an tieguez na golle morse ar guêl a Zoue, hac he oll labour ne vire quet ne oa bepret unisset gantâ dre an Oraesoun. He mam soueset erfin o velet he fatiantet hac an ær anezi bepret countant, n’en em opposas muy d’e zessin, Hac e lesas da heul ar mouvamant eus ar c’haç.

Catell a gunduas a neuse ur vuez mortifiet meurbet. Yun a ree bemdez ; ne devoa evit guele nemet ur planquen ; douguen a ree ur Ciliç houarn, hac e pratique mortificationou-all quer bras ma za diæz compren penaus ur Plac’h a drivec’h vloaz, pehini a hent-all e devoa neubeut a yec’het, e deffe gallet o souten. Quemeret a eureu an Habit a Drede Urz Sant Dominiq, hac e oue exempl an oll C’hoareset dre he devotin o parfet ha dre he c’harantez da visita ha da servicha ar beaurien en o c’hlènvejou.

Doue evit purifia he vertuz, a bemetas ma anduras temptationou bras hac importun abers an Drouc-speret hac abers ar c’hic, Ar Santes a vougas bepret ar flammou impur-ze, dre he yuniou ha dre he daëlou. Doue a lequeas goudese ur peoc’h bras etre he Ene hac e c’hargas a gunsolationou, bete ma voa alies ravisset e speret hac extasiet. E favorisa a eureu ive eus a veur a vision hac apparition admirabl.

He buez a so bet casi-oll burzudus ha miraclus, mæs ispicial var fin e amser ; pa e deus bevet adalec ar C’horaïz bete gouel an Asçansion dre voyen ar Gommunion santel, heb quemeret magadurez-all ebet.

Ar Bara-ze eus an Æles, pehini e receve bemdez,