Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Maë.
305
Sant Yacob ha Sant Philip.

d’en em aznaout va-unan : ra zeuin da aznaout ho crandor, ho puissanç, ho madelez, ho perfectionou infinit : ha ra zeuin da aznaout va sempladurez, ma fragilite, va maliç ha va neant. Piou a c’houlen ar c’hraç digant Doue d’e garet, hac ar c’hraç d’en em zisprigeout pe d’en em cassaat e-unan ? Peguen nebeut so etouez an dud devot memes, a guement en em gontant eus a Zoue, pere ne zesiront nemetàn ; pere ne c’houlennont netra en e c’houde, pere a ell lavaret a galon hac a c’henou : Doue a suffis din. O calon avaricius, da behini ne suffis quet un Doue ! O calon miserabl, pehini a glasq e eürusdet er mæs a Zoue !



An eil devez a viz Maë.


SANT ATHANAAS, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ, pehini a so bet atau consideret gant an Tadou Santel evel ur sclerigen vras eus an Ilis, hac unan eus ar vrassa defensoret ar Feiz ; a oa guinidic eus a Alexandri en Egypt. Ar pez en deus scrivet en amser memes ma edo c’hoas yaouanc, evit difen ar Religion, a zisquez avoalc’h peguement a excelle en oll squianchou.

An Escop ha Patriarch eus a Alexandrii, en ur vont d’ar C’honcil a Nicee, er choasas evel an habita theologien eus e amser ; Athanâs a zisputas er C’honcil-ze ous an impi Arius pehini a oa ar penn eus Heretiquet ; e drec’hi a reas hac e c’holei a gonfusion. Ar patriarch a Alexandrii o veza deut da vervel pemp miz goude ar C’honcil, Athanâs, o clevet penaus e songer d’en lacaat en e blaç, en em guzas quer mad ne voe clevet quêlou ebet anezàn epad c’huec’h miz ; mæs erfin e oue disoloet, hac e oue sacret Escop, ar seizvet var-nuguent a viz querzu, eus ar bloaz 326.

Biscoas Escop n’en em acquitas guell eus an oll