Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 Maë.
307
Sant Athanaas.

ma hoc’h accuser anezâ, mar d’ê memes evit un action vad eo ez oc’h pensecutet, trugarecaït Doue, dre ma ra deoc’h souffr evit ar justiç. N’en em liquit quet quement e poan d’en em justifia, Doue er graï avantajussamant evidoc’h, abred pe ziveat.

Eürus e viot, eme Jesus-Christ en Aviel, pa viot persecutet, carguet a injuriou hac a rebeichou gant an dud, pa zeuint da lavaret gaou q pep seurt drouc, en hoc’h enep, dre’n abec ac’hanon-me : en em rejouissit neuse abalamour d’ar recompanç caër a so preparet evidoc’h en Eê.



An drede devez a viz Ebreul.


SANT RICHARD, ESCOP.


————


Canomp ur C’hantiq a c’hloar da Zoue, dre m’en deus græt triomfa ar garantez e calon Sant Richard, he m’en deus-èn rentet an den eürus-ze a behini e parlant ar Profet David, pa lavar : Eürus eo an hini a gonsider ar paour hac an ezomec.

Ar Sant-mâ, guinidic a Vro-Saus, en devoa en e yaouanctis ur galon quer mad ha quen truezus na elle quet guelet miseriou nac affliction e nessa heb beza e-unan affliget. E vreur o veza bet prisonniet abalamour d’e zle, ne vancas quet da vont d’e gonsoli guella ma ellas. C’hoant bras en devoâ d’e sicour ha d’en dilivra eus ar gaptivite-ze ; mæz e-unan e voa dibourvez a arc’hant, ha ne voa moyen ebet d’e zilivra a-nes pêa evintâ, rac affer en devoa ous un den tenn ha rust, pehini ne accorde termen ebet, hac a C’houlenne beza pêet en ur beamant ha var al lec’h. Piou n’en devize quet songet ez oa impossubl d’ar Sant sicour e vreur en un hevelep occasion ? Mæs ar garantez a antrepren pep-tra hac a zeu a benn a bep-tra. En em lacaat a reas da labourat nos ha deiz, hac, o veza gounezet var boes e zivrec’h gant cals a