Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

port a Zoue eo e vouelont-y ? Gouela a rit pa zeu ho bugale da rei deoc’h ur chagrin bennâc, pa o guelit o voal-distribui o danvez, pe mar greont un dra bennâc hac a ra disenor d’o famil ; mæs ha gouela a rit-hu ar c’holl eus o ene, hac an offanç a reont da Zoue ? Glac’har a guemerit mar deu ho bugale da vancout a respet evidoc’h, mæs ha c’hui so touichet evit o guelet o vancout a respet evit Doue dre o impiete ?

Netra n’en deus contribuet muy da gonversion Sant Augustin, eguet an daëlou , ar pedennou hac exemplou mad e Vam santel ; en em servichit eus ar memes moyen evit obteni conversion ho bugale libertin, perseverit da bidi evit-o, liquit ho fizianç e Doue, ha certen ho pezo ar memes consolation evel an Intànves santel-mâ.



Ar pempet devez a viz Maë.


SANT PII, PAB,
PEMPET EUS AN HANO.


————


Ar Sant-mâ a oue ganet en ur guær vian er Milane. Goude beza græt darn eus e studi en ur gouent eus a urz Sant Dominiq, e quemeras an habit er memes couent, d’an oad a bemzec vloas, hac e reas e noviciat gant ur fervor pehini a reas da aznaout e vize un deiz ur Sant bras an ornamant ha gloar an urz santel-ze.

Quentre m’en devoe aichuet e stridi, e regeantas en ur fæçoun ma oue admiret gant an oll. O veza bet lequeet da superior en e Gouent, e c’houarnas e Religiuset gant ur furnez pehini ne reas quet dezàn neubeutoc’h a enor. Ouspen-ze e presegas e meur a lec’h, ha bepret gant ur frouez admirabl.

Ar Gardinalet oc’h aznaout e squiant dreist-ordinal hac e zêl ardant evit zilvidiguez an eneou, er choasas