Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/319

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
5 Maë.
Sant Pii.

evit inquisitor ; ne oufer quet isplica ar mad a reas er Garg-se, na quement en devoe da souffr abers an Heretiquet. Ar Pab a ree ivez quement a istim anezàn, ma er greas Escop, ha goudese Cardinal. Ar Prelat santel a lequeas un urz caër en e oll Escopty, quercouls dre e exempl hac e zouçder, evel dre e instructionou bac e ordrenançou : netra ne alle resista ous an humilite, hac ar vuez exemplus eus un Escop quer bras, hac ur C’hardinal quer santei.

Dre-ze ive, pa varvas ar Pab, e voa choaset en e blaç evel an dina eus ar garg guenta-ze eus an Ilis. Ar Pab santel-mâ a goumanças dre lacaat urz vad er Guær a Rom : chasseal a reas eus ar guær an dud all hac a voall exempl, pere a oa obstinet ha digouraich ; pourvei a eureu da oll ezomou ar beaurien ; fournissa a ree d’ar merc’het paour peadra evit ober ur fortun honest ha dereat, pe evit en em lacaat en ur Gouent bennâc ; antreteni a ree Missionerien er Broïou pella eus ar bed ; bete en Ameriq.

Sicour a reas meurbet ar gristenien en ur Bresel o devoa a enep an Turquet pere a glasque quemeret Enesen Malt, Veniis hac ar Siciil ; rei a reas quement arc’hant ha quement mad en devoa, evit o sicour en ur Bresel quen important. Ar Gristenien a c’hounezas ar c’haëra Victor a oa bet gounezet biscoas ; an Turquet a gollas tregont-mil den ha tri-c’hant Lestr, ha dilivret e voe a gaptivite taust da uguent-mil esclaf Cristen. Attribui a rezeur an oll gloar eus ar Victor-ze, gounezet d’ar seizvet a viz Here er bloaz 1571, da bedennou ar Pab santel, pehini, epad an oll amser-ze, p’en devoa quet heanet o pidi an Autrou Doue da sellet a druez ous arme ar Gristenien ; en effet, beza en devoe ur revelation, eus ar Victor er moument ma voe gounezet, hac e reas renta graçou da Zoue e Rom, meur a zeiz abars ma ellas erruout an expres da zigaç ar c’helou.

Petra bennâc ma voa-èn carguet eus ar sourci an Ilis Universel, ha m’en devoa neubeut a yec’het, e cundue bepret ur vuez quer mortifiet, evel m’en devoa græt er Gouent : ne zebre quet a guiq ouspen